Bannieloù Stadoù ar bed war vor


Broioù 'zo o devez bannieloù dishañval war zouar ha war vor (pe war zour: stêrioù, kanolioù, lennoù...). E yezhoù 'zo memes ez eus pep a c'her evit an degouezhioù-se. E saozneg e vo lavaret flag evit ur banniel, met war vor e vo lavaret ensign. Hañval eo e galleg pa vez lavaret drapeau war an douar, ha pavillon e bourzh ur vag.
Amañ ne vo roet nemet ar bannieloù-listri sivil a zo dishañval diouzh an hini a zo en implij war zouar. Evit ar bannieloù brezel war vor, kit da welet: Bannieloù ar morluioù.

Bannieloù sivil war vor kemmañ

Bannieloù gwall zishañval diouzh hini an douar kemmañ

Albania

 

Israel

 

Luksembourg

 

Malta

 

Singapour

 

Banniel broadel lakaet ouzh konk kemmañ

E broioù 'zo, dreist-holl er reoù a zo bet e dalc'h ar Rouantelezh-Unanet, e vez lakaet ar banniel broadel war zouar ouzh konk ur banniel ruz.
Aostralia, Fidji ha Zeland-Nevez a cheñch liv maez o banniel (ruz e-lec'h glas)

Rouantelezh Unanet

 

Aostralia

 

Bahamas

 

Bangladesh

 

Fidji

 

Ghana

 

India

 

Malaysia

 

Moris

 

Zeland-Nevez

 

Pakistan

 

Inizi Salomon

 

Emirelezhioù Arab Unanet

 

Arabia Saoudat

 

Bannieloù dishañvalik kemmañ

Broioù a laka un tammig kemm hepken. Pe lakaat ardamezioù ouzhpenn, evel ma ra Italia ha Polonia, pe, er c'hontrefed, lemel kuit o ardamezioù, evel ma ra Spagn, pe ar Stadoù bet e dalc’h Spagn gwechall (Suamerika).

Italia

 

Polonia

 

Evit broioù all avat eo gwall zister ar cheñchamant. Ne vez cheñchet nemet kenfeur ar banniel. Evel Suis da skouer: karrez eo war zouar, ha hirgarrezek evit ar bigi hag al listri.

Bannieloù Stad war vor kemmañ

E broioù 'zo e vez lakaet kemm er bannieloù implijet gant an aozadurioù Stad pe ofisiel. E meur a vro evel en Alamagn, en Aostria, Belgia, e Finland e vez lakaet an ardamezioù e-kreiz, hag e Skandinavia e vez graet alies gant bannieloù “lost-pik”. Er Rouantelezh Unanet eo glas ar banniel (padal eo ruz evit ar siviled).

Rouantelezh Unanet

 

Alamagn

 

Finland

 

Norvegia

 

Island