Bannieloù ar morluioù

Bannieloù ar morluioù (arme-vor) a c'hall bezañ a-wechoù gwall zishañval diouzh ar banniel broadel, pe diouzh ar banniel mor graet evit ar siviled. Banniel morlu Rusia, paneveken, n'en deus netra da welet gant banniel broadel Rusia, hag a vez gwintet ouzh al listri kenwerzh.
Bannieloù morlu ar Rouantelezh-Unanet hag ar broioù bet dindan he dalc'h a vez alies gwenn o “maez”. Hini ar Rouantelezh-Unanet end-eeun 'zo diazezet war banniel Bro-Saoz (kroaz ruz war ur foñs gwenn).
Hini Japan, “an heol o sevel”, a zo brudet-kenañ.

Bannieloù morlu dishañval diouzh ar banniel broadel kemmañ

Kement-mañ a c'hoarvez alies gant broioù bet en ez-URSS. Hini Azerbaidjan 'zo kar-tost da vanniel morlu an Unaniezh Soviedel (gwelet izeloc'h).

Azerbaidjan

 

Belgia

 

Hungaria

 

Jorjia

 

Latvia

 

Rusia

 

Bannieloù dishañval a-walc'h diouzh ar banniel broadel kemmañ

Ar re-mañ a adkemer dre vras lodenn bennañ ar banniel broadel, kinniget en un doare all alies.

Albania

 

Bulgaria

 

Israel

 

Japan

 

Kazakstan

 

Sina

 

Bannieloù gant ar banniel broadel ouzh konk kemmañ

Diwar skouer banniel morlu Bro-Saoz. Aostralia ha Zeland-Nevez a laka gwenn e-lec'h glas, ha dre-se e troont o steredennoù gwenn e glas pe ruz. Meur a vro bet e dalc'h ar Rouantelezh Unanet a heuilh an doare-se d'ober, gant ur groaz, pe aliesoc'h hep kroaz ebet, evel Antigua, Bahamas, Bangladesh, Barbados, Fidji, India, Jamaika, Kenya, Malaysia, Myanmar, Nigeria, Papoua Ginea-Nevez, Saint Kitts ha Nevis, Inizi Salomon, Sierra Leone, Singapour, Sri Lanka, Trinidad ha Tobago, Vanuatu.

Rouantelezh-Unanet

 

Aostralia

 

Zeland-Nevez

 

Suafrika

 

Lituania

 

Jordania

 

Bolivia

 

Libia

 

Ukraina

 

Bannieloù “lost pik” kemmañ

Broioù Skandinavia hag ar re a zo tro-dro d’ar Mor Baltel a ra kalz gant bannieloù morlu “lostoù pik”.

Alamagn

 

Estonia

 

Finland

 

Polonia

 

Sveden

 

Bannieloù morlu istorel kemmañ

N'eus ket ken eus ar bannieloù-mañ, aet int da get da heul ar renadoù a rae gante. Anavezet mat int dre benn d’ar brezelioù.

Alamagn (1903-1918)

 

Alamagn (1935-1945)

 

RD Alamagn (1959-1990)

 

URSS

 

Gwelet ivez kemmañ