Toumperezh

(Adkaset eus Bateri)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An toumperezh pe an taboulinoù a zo ur reizhad binvioù tosiñ implijet kalz er strolladoù rock. Servijout a ra dreist holl da verkiñ ar lusk.

Istor kemmañ

 
Troadikell ur gourdaboulin

An taboulinoù zo aozet get ur strolladur a fustoù (pe tom-où) ha simbalennoù. An taboulin a vez implijet get Mab-den a-c'houde ar ragistor. Ijinet eo bet an taboulinoù kentañ en 20vet kantved, aozet e oa d'ar mare-se get un taboulin sklaer, ur gourdaboulin ha simbalennoù, kavet e veze dreist-holl e lazoù-seniñ an arme. Liammet-tre eo an taboulinoù a-vremañ get an jazz (1900-1940), kaset en deus araokadennoù evit simplaat ar c'hoari da skouer ar charleston (pe "hi-hat" e saozneg) ijinet get Vic Berton ha Kaiser Marshall e 1920 hag an droadikell evit ar gourdaboulin evel-se a oa tu d'an taboulinour da c'hoari get meur a lodenn eus an taboulinoù er memes koulz. Araokadennoù arall a zo daet get an emsavioù sonerezhel evel ar rock'n roll, daet eo dreist-holl àr-wel ar "set" ar pezh a dalv e vez disheñvel pep taboulin hervez c'hoantoù an tabouliner.

Aozadur an taboulinoù kemmañ

 
Un aozadur taboulinoù simpl

Aozet eo ar bateri get meur a lodenn gemmus. Aozet eo alies get tri zom : un tom uhel (12"), unan etre (13") hag unan izel (16"), ur gourdaboulin hag ur charleston, ha simbalennoù : ur "ride" hag ur "crash".


  1. Ar gourdaboulin.
  2. An tom izel.
  3. An taboulin sklaer.
  4. An tom uhel (a-zehou) hag an tom etre (a-gleiz).
  5. Ar charleston (pe "hi-hat").
  6. Ar simbalenn "crash" (a-zehou) hag ar simbalenn "ride" (a-gleiz).


An danvezioù implijet evit sevel ar binvioù kemmañ

Ar fustoù kemmañ

Implijet e vez evit ar fustoù get ur priz izel "limibois" evit an taboulinoù, mes ivez ur meskaj koad ha danvezioù plastek. Peurvuiañ e vez kenstrollet meur a gouchad koad eus ar memes orin pe get. Graet e vez ivez taboulinoù get plankennoù koad munut eus ar memes orin, peget an eil doc'h egile evel ar c'hongasoù. Kavet e vez ivez fustoù eus merkoù uhel-tre tailhet doc'htu er c'hoad. El reson e cheñch ar son hervez ar c'hoad implijet (eflenn, tilh, dervenn...), tevder ar fustoù hag o zreuzkiz. Ijinet zo bet ivez taboulinoù get fustoù plastek (plexiglas) e 1970 get Remo. Pep merk a implij teknikoù disheñvel evit o zaboulinoù (da skouer get Pearl e vez mesket neud karbon get skav-gwrac'h).

 
Alc'hwez a servij da toniañ an taboulinoù.

Gellout a ra koad ar fustoù bout gwerniset pe goloet get ur gwiskad plastek livet, pe ur golo metal kromet moan-tre.

An troadoù hag ar sternioù kemmañ

An troadoù zo graet get danvezioù metal evit ma vo gouest da zougiñ holl pezhioù an taboulinoù, graet int get aluminium pe houarn hervez an dibab ha priz an taboulinoù.

Ar simbalennoù kemmañ

Peurliesan e kouevr, kavout a reer meur a seurt simbalennoù da skouer ar charleston graet get div simbalenn stok ha stok (gellet a ra bout c'hoariet digor pe serret), ar "crash" get un treuzkiz etre 14" ha 20", ar "ride" etre 18" ha 24" pe ar "clash" ur simbalenn vihan get un treuzkiz eus 6" betek 12".

An taboulinoù tredan kemmañ

An taboulinoù tredan a zo el ar re glev met e-lec'h ar fustoù hag ar simbalennoù e vez padoù, e kroc'hen faos pe e plakenn kaoutchoug.

 
Taboulinoù tredan Simmons SDS5

Istor kemmañ

An taboulinoù tredan a zo bet krouet e 1970. Deuet eo da vezañ brudet e 1980 a-drugarez d'ar merk Simmons. Hiriv an deiz e vez produet taboulinoù tredan get meur a verk.

Mont en-dro kemmañ

Staget eo pep pad doc'h un daspugner tredan liammet ouzh ur sichenn e-lec'h ma teu er-maez un notenn, a-drugarez d'un tokarn luget get un jack d'ar sichenn. Pep pad a ro ur son disheñvel hervez ar son choazet get an taboulinour.

Un nebeud titouroù arall kemmañ

An taboulinoù tredan a zo bet gwellaet ha mac'hadmatoc'h e vezont bremañ. Perzhioù mat a zo gante :

  • Kemer a reont nebeutoc'h a plas
  • Aesoc'h int da zougiñ
  • Tu zo da izelaat pe da vrasaat kreñvder ar son ha memes cheñch ar sonioù.

Taboulinourien anavezet kemmañ