Battlefield 1
- Ur bajenn disheñvelout Battlefield zo ivez.
Battlefield 1 lesanvet COD killer (brezhoneg: Muntrer Call of Duty)[1] a zo ur c'hoari tenn kentañ sell sevenet gant EA DICE hag embannet gant Electronic Arts. Ar 14vet c'hoari pe astenn c'hoari e vezo d'an heuliad c'hoarioù video Battlefield.
Titl | Battlefield 1 |
---|---|
Heuliad | Battlefield |
Danvez pennañ | Brezel-bed kentañ |
Tachenn | first-person shooter, computer wargame |
Aozer | Steven Hall |
Ti-embann | Electronic Arts |
Bro orin | Sveden |
Yezh an oberenn pe an anv | saozneg, rusianeg, spagnoleg |
Deiziad embann | 21 Her 2016 |
Sonaozer | Johan Söderqvist |
Amleder | Humble Store, Steam, Microsoft Store, PlayStation Store |
Prizioù resevet | GDCA Audience Award Winner |
Bet kinniget evit | The Game Awards − Best Game Direction, The Game Awards − Best Audio Design, The Game Awards − Best Action, The Game Awards − Best Multiplayer |
Hollved faltaziek | Battlefield universe |
Diorroer | Dice |
Savenn | Microsoft Windows, PlayStation 4, Xbox One, personal computer |
Software engine | Frostbite |
C'hoariusted | C'hoari video unc'hoarier, c'hoari video liesc'hoarier |
Input device | touchennaoueg, logodenn, gamepad |
Diaz embann | optical disc, embannadur niverel |
Reizhiad verañ gwirioù niverel | Denuvo |
Software version identifier | 1.20 |
Renkadur ESRB | Mature 17+ |
Renkadur USK | USK 16, USK 16 |
Lec'hienn ofisiel | https://www.battlefield.com/games/battlefield-1 |
Announcement date | 6 Mae 2016 |
Ar c'hoari a zo da vezañ embannet dre ar bed war ar savennoù Microsoft Windows, PlayStation 4 hag Xbox One d'an 21 a viz Here 2016. Ur c'hoari all a vo en e c'houde en heuliad c'hoarioù Battlefield anvet, Battlefield V. Embannet e vo d'an 19 a viz Here 2018.
Doare c'hoari kemmañ
Dres memes doare evit ar c'hoarioù video all en heuliad c'hoarioù Battlefield, Battlefield 1 a zo ur c'hoari tenn kentañ sell. Mare ar c'hoari a vezo ar C'hentañ Brezel-bed, awenet e vefe gant fedoù istorel gwir. ar c'hoarierien a c'hello implij armoù ar C'hentañ Brezel-bed evel ar fuzuilhoù un tenn, reoù aotomatek pe hanter aotomatek, kanolioù, skarzherioù-tan hag ar gazoù brezel a-benn lazhañ o enebourien.
Gant ar c'hoari nevez-se en heuliad e vezo degaset doareoù-stourm nevez a-dost evel sabrennoù, palioù. An armoù stourm a-dost se a vezo rannet e daou strollad: ar re ponner hag ar re lijer.
Karbedoù a vezo ivez, ar re-se a vezo tu da vezañ bleniet gant ar c'hoarierien: tankoù lijer ha ponner, kamionoù armet, nijerezioù daou askellet ha bigi brezel. Un nevezinti a vezo d'an heuliad dre reiñ an tu da implij gant ar c'hoarierien eus kezeg brezel.
Evel boaz en heuliad Battlefield an en-dro a vezo tu distruj, an armoù a c'hello bezañ kemmet hervez c'hoantoù ar c'hoarierien.
Battlefield companion kemmañ
Ar wech kentañ en heuliad c'hoarioù Battlefield ma ne vez ket implijet ar Battlelog. Ur meziant war urzhiataer ha pellgomzoù hezoug a vez implijet anvet Battlefield companion. Gant ar meziant e vez tu heuliañ gwelladennoù ar c'hoarier er c'hoari. Tu zo ivez reiñ lañs d'ar c'hoari hep tremen dre ur bajenn internet.
Harozed kemmañ
Harozed a vezo er c'hoari, ar re-se o vezañ awenet gant tud gwir o devoa kemeret perzh er C'hentañ Brezel-bed[2] :
- Lawrence Arabia
- Ar Baron Ruz Manfred von Richthofen
- Soudarded du amerikan an Harlem Hellfighters/ Black Rattlers
-
Karr-nij ar Baron Ruz, ar Fokker Dr.I
-
Lawrence Arabia e-pad emsav arab 1916-1918
-
Soudarded Amerika ouzh ar stourm, re an 369th Infantry Regiment (Harlem Hellfighters/Black Rattlers), 93rd Infantry Division, e Maffrecourt 1918.
Burutelladennoù kemmañ
Evit ar pezh a sell ouzh an ar c'hoari hag ar grafikoù eo bet degemeret mat. Evit ar pezh a sell ouzh an aergelc'h ez eus bet rebechoù. Al lu c'hall ne oa ket bet lakaet evel tu diazez da c'hoari met ouzhpennet en un DLC. Rebechet e vez ivez da vezañ kemmet gwirvoud ar brezel evit mont gant un doare c'hoari bliv padal ar brezel a oa unan gorrek en gwirionez.