Beach House zo un daouad dream-pop bet krouet e Baltimore (Maryland, SUA) e 2004 gant Victoria Legrand hag Alex Scally.

Beach House er Pitchfork Music Festival, 2010

Goude bezañ pleustret war ar sevel kanaouennoù e-pad ur bloavezh e krogas ar strollad d'ober sonadegoù e korn-bro Baltimore, e-lec'h ma'z eo bet ganet Alex Scally. E 2006 e voe embannet o fladenn gentañ, Beach House, enrollet dindan daou zevezh. Devotion, an eil pladenn, a voe embannet daou vloaz war-lerc'h, e dibenn miz C'hwevrer 2008. Pal an daouad a oa lakaat muioc'h a startijenn enni. Brud vat a savas diwar he fenn, er genrouedad dreist-holl. Kemennet e voe an drede hini gant ar ganaouenn Norway. E miz Genver 2010 e teuas er-maez Teen Dream. Ur wezh adarre e klaskas Legrand ha Scally degas muioc'h-muiañ a «nerzh ha kreñvder»; hogen aes e oa anavezout o sonerezh dibar gant tonioù strobinellus, mouezh velkonius Victoria hag ar gitar gant Alex. D'ar 15 a viz Mae 2012 e voe embannet Bloom. Berzh a reas diouzhtu gant an div ganaouenn gentañ tennet anezhi - Myth ha Lazuli.

Forever Still a voe embannet enlinenn d'ar 4 a viz C'hwevrer 2013: peder c'hanaouenn - Wild, the Hours, Wishes, Irene - enrollet war ar maez, e-kichen El Paso, eus ar serr-noz d'ar sav-heol. En o lec'hienn ez eo displeget gant an daouad ne felle ket dezhañ «koll spered e sonerezh»: evit sevel ur video eus an dibab e ranke eta bezañ mestr war an aozañ, pezh ne vije ket gallus gant an obererezhioù brudañ boaz.

O fempvet pladenn a enrolljont en diskar-amzer 2014, e Bogalusa, Louiziana. Depression Cherry a voe graet anezhi, ha d'an 28 a viz Eost 2015 e teuas er-maez. Enni ez eus dastumet «kanaouennoù aozet en-dro d'ur sonenn ha da nemeur a venvegoù, hag an taboulinoù zo kalz disteroc'h o roll.»[1] Ur wezh adarre e hañval ar strollad kaout disfiz ouzh ar brud: «dleout a raemp bezañ aet war-du tonioù kreñvoc'h, abalamour d'ar berzh ha d'al leurennoù bras; hogen pell emañ diouzh hor plegoù naturel. Aze e kendalc'homp da vont war-raok, oc'h ober fae war an arroud kenwerzhel a vevomp ennañ.»[2]. E kreiz miz Gwengolo e krog Beach House gant un droiad tri mizvezh hag a gaso ar strollad d'ar Stadoù-Unanet ha da Europa.

En diskar-amzer 2015 e c'hoarvezas un dra dic'hortoz: embann a reas Beach House e vije embannet e c'hwec'hvet pladenn hep dale[3]. Koulskoude ne oa bet lavaret grik diwar he fenn a-hed ar c'houlzad brudañ diwezhañ, en nevezamzer, evit Depression Cherry. Ur wech adarre e oa deuet da benn ar strollad da vezañ mestr war e labour, pergen war ar c'hehentiñ. D'ar 16 a viz Here 2015 ez eas er-maez Thank your lucky stars, da lavarout eo seizh sizhunvezh hepken goude Depression Cherry. War un dro e oa bet enrollet an div bladenn, daoust ma voe skrivet diwezhatoc'h pozioù an eil, e-kreiz ar bloavezh 2014.

B-Sides and Rarities a voe lakaet e gwerzh e miz Mezheven 2017. N'eo ket ur bladenn ordin, rak ne oa nemet div ganaouenn nevez warni, diwar bevazek. Peder c'hanaouenn zo bet adaozet (alese an anv remix stag outo). Ar c'hanaouennoù all a oa kozh pe goshoc'h, met ne oant bet embannet war bladenn gwech ebet : lod peogwir ne oant ket a-unan ket gant spered ar bladenn-mañ-pladenn, lod all peogwir e oant bet savet etre div bladenn. Advesket ha gwellaet eo bet ar braz anezho. D'ar strollad e oa un doare da c'hallout mont disoursi gant un hent nevez, war-du tonioù nevez, goude bezañ embannet kement tra o doa enrollet betek-en.

An hent nevez-se a oa hini o seizhvet pladenn, anvet 7 hag aet er-maez d'an 11 viz Mae 2018, goude bezañ embannet div ganaouenn anezhi (Lemon Glow ha Dive) en nevezamzer. Scally ha Legrand a felle dezho labourat mod-all, cheñch o hentennoù sevel hag enrollañ, hep soñjal tamm en doare ma c'hallfent leurenniñ ha soniñ o zonioù nevez da-geñver sonadegoù. Evit se o deus kenlabouret gant ur produer nevez, Peter Kember. Gouez da Alex Scally e oa tonioù ha sonadegoù 7 «muioc'h a startijenn ha muioc'h a stlabez enno, met en un doare mat a gav din. Marteze un tamm muioc'h ''rock and roll'', ma ran gant an droienn gozh. Evit an enrolladenn-mañ e oamp mennet-bras da zegas ur seurt birvilh, ha rouestl enni, gant energiezhioù o vont a bep tu»[4].

Beach House, Oslo, 2018.

Teir c'hanaouenn a savas Beach House e 2021 evit Meow Wolf, ur gompagnunezh arz kempred dre soubidigezh : pep a ganaouenn evit teir c'hambr eus un diskouezadeg e Las Vegas. Ar film Marin's Dream zo bet savet diwar an tammoù sonerezh-se.

Once Twice Melody zo kemennet e miz Du 2021 he donedigezh. Rannet ar bladenn etre pevar chabistr, a vo embannet a-dammoù enlinenn, gant videoioù-klip. E miz C'hwevrer 2022 ez aio er-maez ar bladenn.

Chomet eo ar strollad un daouad, daoust dezhañ bezañ skoazellet gant Daniel Franz, paotr an taboulinoù, da-geñver ar sonadegoù. Hervez Alex Scally e vez «kalz aesoc'h d'un daouad dont a-benn d'ober traoù entanus ha nevez».

Teir gwech o deus sonet Beach House e Breizh, e Hent ar Rock e Sant-Maloù d'an 19 a viz C'hwevrer 2010 hag e Stereolux Naoned d'ar 5 a viz Mezheven 2012 ha d'ar 6 a viz Mezheven 2016 .

Izili ar strollad kemmañ

Pladennoù kemmañ

Menegoù kemmañ

  • «Klask meizañ kalon ur ganaouenn n'eo ket evel sellout ouzh mekanik diabarzh un eurier, pe koubloù un dorn, iskisoc'h eget se eo, hag an dispisted-se a c'hall he lakaat da vezañ hollvedel.» Victoria Legrand, d'ar 17 a viz Eost 2015[2]

Liamm kemmañ

Daveoù kemmañ