Beatrice Portinari, pe Bice di Folco Portinari hervez he gwir anv (Firenze, war-dro 1266 – Firenze, 8 a viz Mezheven 1290), eo anv ar vaouez he devije awenet ar barzh italianek Dante Alighieri a oa orgedet outi. Dimezet e oa-hi da Simone de Bardi ha mervel a eure e 1290, da 26 vloaz. Karantez outi a vage Dante abaoe e yaouankiz, ha lec'h a reas dezhi en e oberenn.

Dante ha Beatrice (en gwenn) gant he mignonez Vanna war ar Ponte Santa Trinita en Firenze. Livadur e 1883 gant Henry Holiday (1839-1927).
Dante and Beatrice (1915) gant John William Waterhouse.

Koulskoude n'eus roud ebet e skridoù ar barzh eus piv e oa ar vaouez-se, ken e lavarer a-wechoù n'eo nemet un arouez.

Dimezet e oa Dante gant Gemma, bugale en doa bet ganti... ha n'eo ket hi eo Beatrice.

Ur pennad goude marv Dante edo Bocaccio o prezegenniñ diwar-benn an Divina Commedia e Firenze pa vrabañsas en devoa graet goap eus e selaouerien o sevel ar vrud e oa ur gwir vaouez e oa Beatrice.

Kentañ emgavadenn kemmañ

E 1274, 9 bloaz dezhañ, e welas Dante ar plac'h evit ar wech kentañ.


Eil emgavadenn kemmañ

Levezon kemmañ

Beatrice Portinari zo bet brudet e barzhonegoù Dante hag e taolennoù livourien saoz luskad ar Rakrafaelouriezh eus dibenn an XIXvet kantved.

E-touez al livourien-se e oa Dante Gabriel Rossetti, hag a savas oberennoù diwar La Vita Nuova gant Dante, hag a voe troet e saozneg gantañ. Gant Beatrice Portinari e voe awenet Rossetti ivez, dreist-holl goude marv e wreg Elizabeth Siddal.

Asteroidenn kemmañ

Anv Beatrice a adkaver en oabl, pa'z bet anvet un asteroidenn 83 Beatrix en enor dezhi.