Benac'h

kumun Aodoù-an-Arvor

Benac'h (distaget [ˈbẽː.nax]) a zo ur gumun eus Bro Dreger ha pennlec'h kanton Benac'h, e departamant Aodoù-an-Arvor, e norzh Breizh. Etre Montroulez (er c'huzh-heol) ha Gwengamp (er sav-heol) emañ. Pennlec'h kanton e oa betek 2015.

Benac'h
Kastell Koad-an-Noz.
Kastell Koad-an-Noz.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Belle-Isle-en-Terre
Bro istorel Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Gwengamp
Kanton Benac'h (betek 2015)
Kallag (abaoe 2015)
Kod kumun 22005
Kod post 22810
Maer
Amzer gefridi
François Le Marrec[1]
2014-2026
Etrekumuniezh Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Gwengamp
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 029 ann. (2020)[2]
Stankter 73 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 32′ 44″ Norzh
3° 23′ 36″ Kornôg
/ 48.5456, -3.3933
Uhelderioù kreiz-kêr : 99 m
bihanañ 77 m — brasañ 266 m
Gorread 14,11 km²
Lec'hiañ ar gêr
Benac'h
Pannell hent

Douaroniezh kemmañ

En hanternoz da Venac'h emañ an hent-bras nevez, er c'hreisteiz emañ Koad an Noz ha Koad an Nae; er c'hornôg emañ ar stêr Gwig hag er reter al Leger.

Gant tud ar vro, an hent o vont eus Gwengamp da Vontroulez, hag e dreuze Benac'h, e oa anvet "Hent Roial"

Daoust m'eo tost da Louergad ha da Blounevez-Moedeg, eo troet ar barrez etrezek Plougonveur hag ar Chapel-Nevez kentoc'h, abalamour d'an hent-bras. Tud Louergad n'int ket deuet mat e-barzh Benac'h. Jeu a zo etre an div barrez pell zo.

Al Leger

Ar Gwig

Anv kemmañ

Stummoù skrivet kemmañ

  • Bernard Tanguy : Belle Isle, Belisle, Belile, 1224; Belle-Isle, 1235; Benisse, 1235; Benigla, 1330; Bella Insula, 1391; Belille, 1444; Belleisle, Bellile, 1477
  • Erwan Vallerie : (evel B. Tanguy) + : Belle Isle, 1235; Pulchra Insula, 1371; Belle-Ile, 1516; Bellisle, 1630; Benac'h, Benec'h, 1779

Gerdarzh kemmañ

  • Dont a rafe an anv gallek eus ar grennamzer. Menec'h bet deuet eus "Belle-Île en Mer" (ar Gerveur) o dije savet ur manati e Lokmaria tro an xivet kantved. Roet o dije an anv "Belle Isle en Terre" d'ar barrez dre enebiñ ouzh "Belle Isle en Mer". Kement-mañ n'eo ket prouet tamm ebet. Ken buan all e c'hell bezañ liammet an anv gallek ouzh ar fed m'emañ parrez Benac'h e kember al Leger hag ar Gwig...

An anv brezhonek a teufe diwar ar gerioù "ben" (diaz/traoñ) , ha "nec'h" (run). N'eus ket peadra da vezañ souezhet dre m'emañ ar gumun e penn izelañ un draoñienn.

Ardamezioù kemmañ

  En gul e greskenn en argant, eilet gant teir c'hregilhenn en aour.
  • Tu-gin siell Eon Venac'h, 1224.

Istor kemmañ

XXvet kantved kemmañ

Brezel-bed kentañ kemmañ

  • 97 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 5,55 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].

Eil Brezel-bed kemmañ

  • Mervel a reas tri den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3].

Mojenn ar bourk kemmañ

A-gozh, hervez ar vojenn, e oa Benac'h war ur savenn bennaket. Ur vaouez deus "Biet" (an anv kozh), a vije bet o laerezh un tamm bara digant Sant Ergad, ha hemañ, fuloret, da gas ar barrez e penn izelañ an draoñienn. Ur stumm all eus ar vojenn a gont penaos e oa bet pinijennet tud "Biet" gant ar sant abalamour na felle ket dezhe enoriñ anezhañ.

Monumantoù ha traoù heverk kemmañ

Iliz katolik Sant Jakez an Henañ
Chapel Lokmaria

Bet savet er XIVvet - XVIvet kantvedoù, dindan an anv Itron-Varia Pendreo (1391). Lakaet war roll ar savadurioù istorel d'an 18 Eost 1928.

  • Ar vered : ouzhpenn da volz Lady Mond, e kaver er vered bez ar priñs Kadjar. Ur plac'h yaouank eus Benac'h a oa aet da vatezh da Bariz, en un ti bras eus ar familh Kadjar. Flemmet e oa bet du-hont gant unan deus ar baotred, hag hi retornet d'he farrez ur bugel en he c'hof.
  • Maen-bez Maurice Noguès, unan eus an nijerien gentañ, zo ennañ ivez.
Chapel ar C'hoad
Feunteun Penn-Dreo

Ret eo pignat gant ar skalierioù 110 pazenn a-raok bezañ e-kichen feunteun Pendreo. Met talvezout a ra ar boan : brudet e oa ar feunteun-mañ evit pareañ an dud eus an drev. Ar glañvidi ac'h ae betek eno, skeiñ ur gwenneg bennaket en dour hag evañ ur bannac'hig dioutañ. Sañset e oant da bareañ nebeut amzer goude. Dour ar feuntenn a veze lakaet e-barzh boutailhoù ivez, da vont da werzhañ da Wengamp.
Diwezhatoc'h ez eus bet graet un nebeud studiadennoù diwar dour-hud feunteun Pendreo : kalz "holen urik" a zo e-barzh, ar pezh a zisplegfe pare an dud. Met piv an diaoul a zisplego istor Jean-Yves, bet d'ur feunteun all hep gouzout dezhañ, ha yac'haet koulskoude... Setu amañ ar respont : dre ur fazi fentus, Penn an Treff (Lokmaria e oa un treff, dalavaret eo ur rann, eus Louergad), a zo aet, gant sur-awalc'h tud re zesket dre al levrioù, da Pen-Dreo, sañset ober war dro an drev.

Kastell Koad an Noz
Labouradeg paper Les papeteries Vallée

Savet war vord al Leger e-kreiz an XIXvet kantved, kregiñ a ra an uzin d'ober charre adalek 1885. E 1920 e voe savet stankell Kernanskivieg a-benn pourchas tredan dezhi, ar pezh a ro nerzh d'hec'h oberiantiz. Buhez sokial hag ekonomiezh Benac'h a zo troet war-du an uzin-se. E deroù ar brezel bed kentañ e oa unan eus an industriezhioù brasañ e Breizh: 250 den a laboure eno hag ur mil bennaket a veve diwar ar produiñ. Serret e vo a-benn fin ar gont e 1965, abalamour d'ar c'hevezerezh ekonomikel start. Ul lusk bras a zo kollet neuze gant parrez Benac'h hag he zrowardroioù. Un tennad istor diaes evit ar boblañs.

Dilezet eo abaoe ar mare-se. Labouret o deus kumuniezhioù kumunioù Beg ar C'hra ha Bro Benac'h da gempenn al lec'h. Ar pal zo gante eo ober eus al lodenn eus an draoñienn a zo bet savet an uzin warni, ul lec'h naturel en-dro. Met n'eus ket kaoz eus skarzhañ tout an traoù. Faotañ a ra d'an dud miret ur roud eus an uzin gozh ha deus he charre. Ur raktres sevenadurel a zo boulc'het neuze war memes-tro: digeriñ an dachenn d'an holl, kinnig anezhi gant poltriji pe livadurioù, hag aozañ abadennoù a bep seurt warni. Embannet zo bet ul levr diwar-benn an Uzin baper-se : les papeteries Vallée (1856-1965)

Brezhoneg kemmañ

Ya d'ar brezhoneg
Deskadurezh
  • Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 1998.
  • E distro-skol 2012 e oa 20 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (17,7% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[4].

Tro-lavar kemmañ

Hervez an dro-lavar, kezeg Benac'h ne c'houlennont ken met boued ha beaj.

Festivalioù kemmañ

  • Festival Blues les 2 rivières zo anezhañ abaoe 2002, aozet gant ar gevredigezh "les 2 rivières". Bep bloaz e teu sonerien eus meur a vro. D'ar sonerien yaouank da vont war-raok gant ar sonerezh e vez aozet un taol-lañs.
  • Le printemps de Lady Mond zo anezhañ abaoe 2005, e Benac'h ha tro-war-dro. Bep bloaz, e-pad ur sizhun, e c'haller selaou sonerezh klasel eus an XXvet kantved.

Kestell Lady Mond kemmañ

 
Kastell Mond

E-kreiz bourk Benac'h emañ Kastell Mond. Graet eo bet sevel gant Lady Mond, war patrom hini Koad an Noz, e fin an Eil brezel-bed el lec'h ma oa gwechall milin Prad Gwegen (hini he zad). Re dost e oa eus an hent ken e veze gwelet e-barzh hervez mignoned Lady Mond. Abalamour da se he deus lakaet anezhañ da vezañ distrujet ha savet en-dro un nebeut metradoù pelloc'h. Bremañ eo bet prenet ar c'hastell gant ti-kêr Benac'h, ha staliet eo bet ar CRIR (Centre Régional d'Initiation à la Rivière) e-barzh.

Savet eo bet kastell Koad an Noz etre 1880 ha 1894 gant ar gontez Sesmaisons. E 1859 e teuas, dre liammoù eured, priñsed Faucigny-Lucinge da vezañ perc'henn warnañ. Bertrand de Faucigny-Lucinge, ur bern dle gantañ war e chouk, a werzhas anezhañ e 1923. Prenet e voe 6 vloaz war-lerc'h gant Sir Robert Mond, a-benn profañ anezhañ da Lady Mond. Abaoe he marv e 1949 ez eus bet meur a berc'henn, hini ebet dioute gouest da reneveziñ anezhañ avat. Kouezhañ a ra en e boull tamm-ha-tamm.

Lec'hioù all kemmañ

CRIR (centre régional d'initiation à la rivière) :

E kastell Mond emañ staliet ar CRIR. Savet eo bet gant ar gevredigezh Eau & Rivière. Pal ar greizenn a zo kizidikaat, kelaouiñ ha stummañ an dud diwar-benn an endro ha dreist-holl an dour.

Emdroadur ar boblañs kemmañ

Emdroadur poblañs Benac'h abaoe 1793

Melestradurezh kemmañ

Tud kemmañ

Tud ganet eno kemmañ

  • 1864 : Jan Mari Guerguin, ganet e Koadmalouarn, e Benac'h, ar 4 Mae 1864. Leanez dindan anv Soeur Marie de Sainte-Nathalie, 22 Eost 1887. Bet tapet gant c'hwec'h leanez all, ha dibennet gant ar Voxered e Tai-Yuan (rannvro Chian-Si, e bro Sina), an 9 Gouere 1900. Bet gwenvidikaet an 3 Genver 1943, ha den-eürus ar 24 a viz Du 1946.

Skeudennoù bet tennet en iliz Benac'h.

Tud marvet eno kemmañ

Tud beziet eno kemmañ

Ardamezeg ar familhoù kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • (fr)Centre généalogique et historique du Poher. Kaier ar Poher. n° 66. Miz Here 2019
  • (fr)Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
  • (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù kemmañ