Bergara (armoù-tan)

Bergara zo ur merk karabinennoù ha kanolioù armoù-tan hiniennel euskarat produet gant an embregerezh Dikar S. Coop diazezet e kumun Bergara (Gipuzkoa).

Istor kemmañ

Kreñv eo pouez industrielezh an armoù-tan hiniennel en Euskal Herria abaoe un 300 vloaz bennak. Embregerezhioù pe labouradegoù bet brudet evel Llama-Gabilondo hag ar Star (Eibar), Manufacture d'Armes de Bayonne (Baiona) pe Astra (Gernika) a zo aet da get e dibenn an XXvet kantved abalamour da gevezerezh ar broduerien stadunanat.[1] E Bergara e oa en em vodet daou embregerezh armoù-tan e 1980 da broduiñ kanolioù da gentañ, ha karabinennoù war-lerc'h. Dikar S. Coop eo anv ofisiel ar bodad-mañ met Bergara eo anv merk o froduioù.[2] Er bloavezhioù 2010 e krogas da broduiñ un nebeud kanolioù resisted evit unvezhioù ispisial eus ar Marines amerikan.[3] Diwar-se e tapas brud eno hag er bed a-bezh. Kresket eo betek bezañ hiziv an deiz e penn marc'had ar c'harabinennoù-morailh er bed.

350 den a labour evit Bergara hiziv an deiz. Tost da 350.000 arm a vez produet bep bloaz gante. Gwerzhet int e ouzphenn 40 bro. Pep hini anezhe zo amprouet e eskemmez-amprouiñ Eibar, a zo hini ofisiel stad Spagn.[1]

E penn-kentañ 2023 en deus savet Bergara un is-embregerezh evit gwerzhañ e armoù e Bro-C'hall, BPI Outdoors France e anv. E Pariz emañ e sez sokial hag e Hendaia emañ e vagajenn hag e servijoù goude-gwerzhañ.[1][4]

Produioù kemmañ

E-touez karabinennoù nesañ ar merk emañ ar rummad B14 evit ar chase hag ar rummad HMR savet evit ar resisted hag ar sportoù tennañ kentoc'h.

Daveennoù kemmañ

  1. 1,0 1,1 ha1,2 (fr) ESTIBA Paul, Bergara ou la vitalité basque, TirMag n°26, Meurzh/Mae 2024, pp. 118-121
  2. (fr) Qui sommes-nous ? war lec'hienn Bergara (lennet d'ar 01/05/2024)
  3. (en) About us war lec'hienn Bergara (lennet d'an 01/05/2024)
  4. (fr) Bergara ouvre sa filiale en France e Le Chasseur Français, 27/01/2023 (lennet d'ar 01/05/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan