Evit sterioù all an anv, gwelit ar pennad digejañ Berry.

Berry zo ur broviñs kozh hag ur vro hengounel e-kreiz Bro-C'hall. Bourges eo ar gêr-benn.

Lec'hiadur ar Berry a-douez proviñsoù ar Stad c'hall e 1789
Kartenn ar Berry rannet etre an departamantoù

Ar pep brasañ eus ar broviñs zo rannet bremañ etre departamantoù ar Cher hag an Indre.

Eus al latin Pagus Biturígum, "Bro ar Vituriged" e teu an anv "Berry", koulz ha hini "Bourges"[1].

Eus ar proviñs d'an departamantoù kemmañ

 
Skoed-ardamez

E 1790 e voe dispennet proviñsoù kozh Rouantelezh Bro-C'hall ha savet departamantoù en o lec'h.

Rannet e voe Berry etre an departamantoù Cher, gant Bourges da bennlec'h, ha Indre gant Châteauroux da bennlec'h.

Un nebeud kumunioù zo staget ouzh departamantoù all : Loir-et-Cher, Loiret, Creuse hag Allier.

Pennadoù kar kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Louis Deroy, Marianne Mulon, Dictionnaire de noms de lieux, Le Robert, Paris, 1992, p. 68b (ISBN 2-85036-195-X) ; kement ha "rouaned (riges) ar bed (bitu)" e talvez anv ar boblad Galianed-se.