Berthe Morisot (Bouges, 14 a viz Genver 1841 - 2 a viz Meurzh 1895) a oa ul livourez c'hall stag ouzh luskad an impresionouriezh.

Berthe Morisot
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denBerthe Morisot Kemmañ
Anv ganedigezhBerthe Marie Pauline Morisot Kemmañ
Anv-bihanBerthe Kemmañ
Anv-familhMorisot Kemmañ
Deiziad ganedigezh14 Gen 1841 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBourges Kemmañ
Deiziad ar marv2 Meu 1895 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Abeg ar marvGrip Kemmañ
Lec'h douaridigezhPassy Cemetery Kemmañ
TadEdmé Tiburce Morisot Kemmañ
MammMarie Joséphine Cornélie Thomas Kemmañ
Breur pe c'hoarEdma Morisot, Yves Elisabeth Morisot Kemmañ
PriedEugène Manet Kemmañ
BugelJulie Manet Kemmañ
KarLéon Poirier, Jean Henri Mayniel, Édouard Manet Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherlivour, drawer, engraverien, lithographer Kemmañ
Tachenn labourlivouriezh Kemmañ
Bet studier daJoseph Guichard, Jean-Baptiste-Camille Corot Kemmañ
Lec'h labourPariz, Belgia, Italia, Rouantelezh an Izelvroioù, Londrez Kemmañ
Deroù ar prantad labour1858 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1895 Kemmañ
Oberenn heverkGwel eus porzh an Oriant, The Cradle, Psyché, Eugène Manet en Enez Wight Kemmañ
LuskadImpressionism Kemmañ
Tachennportrait painting, landscape art Kemmañ
Levezonet gantÉdouard Manet, Stéphane Mallarmé Kemmañ
Niverenn katalog91 Kemmañ
Embannet eThe Encyclopedia Americana Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Teuliad arzour eFrick Art Reference Library Kemmañ
Berthe Morisot e 1872

He buhez kemmañ

Ganet e oa e Bourges (Cher), ha gournizez e oa d'al livour Jean-Honoré Fragonard, a zo bet lavaret. Gant he c'hoar Edma he devoa studiet arz al livouriezh, dre livañ diouzh skouer an taolennoù diskouezet e mirdi al Louvre. Eno e reas anaoudegezh gant Fantin-Latour.

Adalek 1861 e studias Berthe hag Edma gant Jean-Baptiste-Camille Corot, e Ville-d'Avray. Perzh a gemer Berthe Morisot e Saloñs 1864, e hini 1865 goude, ma kinnigas un nebeud gwelvaoù.

E 1868 e reas anaoudegezh gant Manet, ha patrom e voe-hi dezhañ evit meur a livadur : Le Balcon, Le Repos, Berthe Morisot au bouquet de violettes.

E 1874 e tilezas ar Saloñs ofisiel evit kemer perzh e diskouezadeg Monet, Sisley, Renoir hag all.

Er bloaz-se end-eeun e timezas gant Eugène Manet, breur Édouard.
Pa varvas he gwaz e 1892 e vanas klañv, ma fizias he merc'h Julie Manet er barzh Stéphane Mallarmé hag en Auguste Renoir, dezhañ d'he c'helenn war al livouriezh.

Estreget oberennoù Camille Pissarro ne voe nemet he re a voe diskouezet en holl ziskouezadegoù kentañ an Drivliadelourien.

Evel d'he c'hamaradez Mary Cassatt e plijas da Verthe Morisot livañ merc'hed, bugale, ha pennadoù eus buhez an tiegezhioù.

Mervel a reas Berthe Morisot d'an 2 a viz Meurzh 1895 e Pariz. Beziet e voe e bered Passy.

Priziet e vez atav ar vuhez a zifluk eus ar stummoù dispis a zamweler en he zaolennoù hag eus kan al livioù war al lien.

Breizh kemmañ

Bet eo al livourez e Breizh, graet ganti un toullad taolennoù e korn An Oriant.

Poltrederien Berthe Morisot kemmañ

Meur a emboltred anezhi he deus graet. Livet eo bet gant he mignoned Renoir hag Edouard Manet, he breur-kaer, ivez.

Gwelout ivez kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.