Berthe Savigny, bet ganet e 1882 e Kemper hag aet d'an Anaon e 1958, a oa ur gizellerez hag ul livourez emzesket vreizhat. C'hoar e oa da Bierre de Belay ha mignonez e voe da Emile Bernard. He dad, Azema, e oa ul livour e-unan.

En he bugaleaj he devoa kejet ouzh Paul Gauguin, Guillaume Apollinaire ha Max Jacob[1].

Brudet eo dreist-holl abalamour d'he "Babigoù", produet adalek 1927 gant an ti Henriot Quimper ha gwerzhet hiziv c'hoazh.

Notennoù kemmañ

  1. Follenn-vrudañ HB Henriot, 2007.