Bertrada Laon, anvet ivez Bertrada an Droadegez ha Bertrada Bavgamm dre ma oa pok he zroad[1], a oa ur briñsez frank bet ganet e Laon e miz Mae 720 ha marvet e Choisy-au-Bac d'an 12 a viz Gouhere 783.

Bertrada Laon
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denBertrade de Laon Kemmañ
Anv-bihanBerta, Berthe Kemmañ
Titl noblañsqueen of Franks, rouanez kenseurt Kemmañ
Deiziad ganedigezh8. century Kemmañ
Lec'h ganedigezhLaon Kemmañ
Deiziad ar marv12 Gou 783, 12 Mez 783 Kemmañ
Lec'h ar marvChoisy-au-Bac Kemmañ
Abeg ar marvkleñved Kemmañ
Lec'h douaridigezhBasilica of Saint-Denis Kemmañ
TadCaribert Laon Kemmañ
MammGisela Akitania Kemmañ
PriedPepin Grenn Kemmañ
FamilhKarolingidi Kemmañ
Gouel24 a viz Meurzh Kemmañ

Merc'h e oa da Garibert, kont Laon, ha Gisela Akitania. Dimeziñ a reas da Bepin Grenn, maer ar palez (ha roue ar Franked diwezhatoc'h), ha mamm e oa d'an impalaer Karl Veur.

Buhez kemmañ

Maer ar palez e oa Pepin Grenn pa glevas komz eus merc'h Caribert, ha ne oa nemet meuleudi diwar-benn he c'hoantiz hag he deskadurezh. Bloaz warn-ugent e oa pa voe pedet da zont davet Pepin e 741. Dont a reas da vezañ e serc'h, pa oa dimezet Pepin gant ur briñsez all, ha pemp bugel dezho.

Neuze e voe kaset kuit gwreg Pepin da di he zad en-dro gant he gwaz, ha roet ar vugale da vanatioù. Dimeziñ a eure da Vertrada e 743 pe 744 hervez Bloazdanevelloù Prüm, e 749 hervez Bloazdanevelloù Saint-Bertin. E 751 e voe kurunennet gant he fried, goude diroueet an diwezhañ merovingad, Childeric III. Adarre e voe kurunennet Pepin e 754, e penniliz Saint-Denis e Pariz, ma voe benniget e wreg gant ar pab Stefan II.

Oberiant e voe Bertrada e-pad ren he gwaz, mont a rae d'e heul d'ar brezel. Koulskoude e klaskas ar roue he c'has kuit ivez, perak n'ouzer ket, met nac'h a reas ar pab Stefan II reiñ aotre dezhañ.

Pa varvas Pepin e 768 e lakaas e vibien Karl ha Karloman da rouaned, nemet ne lezas ket ar galloud ganto penn-da-benn. Aozañ a reas dimeziñ Karl da Zesiderata Lombardia e 770, ha kas e wreg kuit a reas Karl pan eas da vrezeliñ ouzh e dadeg evit lakaat e grabanoù war e rouantelezh.

Pa varvas Carloman e 771 e kemeras Karl ar galloud hag e reas d'e vamm kuitaat he falez en Aachen da vont da Dhionville.

Sioul ha diglod e varvas Bertrada Laon en he 63vet bloavezh d'an 23 a viz Ebrel 783 e Choisy-au-Bac e-tal Compiègne.

Bugale kemmañ

Lennegezh kemmañ

Gant Bertrada e voe awenet ar barzh Adenet le Roi (~ 1240-1300), a skrivas e-tro 1274 ar ||kurwerz|gurwerz]] Li roumans de Berte aus grans piés, a voe hep mar ar gurwez kentañ a voe moullet e Bro-C'hall[2].

Er varzhoneg daouzeksilabennek-se ez eus kaoz eus eskemm maouezed da zeiz eured Pepin, a zimez gant ur fals-rouanez a denn kenañ da Vertrada, priñsez a Hungaria. A-benn ar fin eo anavezet Bertrada abalamour d'he zreid bras.


Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Quelques femmes remarquables dans l’histoire du département de l’Aisne, p. 54
  2. (fr) Henry, Albert. Chrestomathie de la littérature en ancien français. Bern : A. Francke AG Verlag, 1978, p. 140 (ISBN 978-3-7720-1395-9)

Levrlennadur kemmañ

  • Castelot, André & Decaux, Alain. Histoire de la France et des Français au jour le jour — Des invasions à Pépin le Bref (177-768) . Paris : Robert Laffont, 1990 (ISBN 978-2-221-50522-9)
  • Volkmann, Jean-Charles. Bien connaître les généalogies des rois de France. Quintin : Éditions Gisserot, 1996 (ISBN 978-2-87747-208-1)
  • Mourre, Michel. Le petit Mourre – Dictionnaire d'Histoire universelle. Paris, Bordas, 2006 (ISBN 978-2-04-732194-2)