Beuf

Spesad laboused
Beuf

Ur beuf (par)


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Passeriformes
Kerentiad : Fringillidae
Genad : Pyrrhula
Anv skiantel
Pyrrhula pyrrhula
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar beuf pe beuf Eurazia pe beuf boutin a zo un evn bihan, Pyrrhula pyrrhula an anv skiantel anezhañ.

Rummatadur kemmañ

Carl von Linné a zeskrivas al labous e 1758 e 10vet embannadur e Systema Naturae, m'e anvas Loxia pyrrhula. E 1760 e voe ijinet ar genad Pyrrhula gant al loenouniour gall Mathurin Jacques Brisson, diwar an henc'hresianeg πυρρός pyrrós "liv an tan".

Is-spesadoù hag annezva kemmañ

Dek ispesad Pyhhula pyrrhula zo, hervez doare 12.1 listenn an International Ornithologists' Committee (IOC)[1].

 
  • ██ Gouennañ
  • ██ Arsezat
  • ██ Goañvezh (lod anezho)
  • Doareoù pennañ kemmañ

    Mentoù

    Postek eo al labous, met bihan a-walc'h : war-dro 15 cm e hirder, 28 cm e hed-eskell, etre 20 ha 40g a bouez ennañ. Du, berr ha kreñv eo e bigos.

    Neizhañ

    En ur vodenn vras, tremen 4 metrad uhelder ha ledander. Etre 4 ha 7 vi a vez dozvet adalek deroù miz Mae betek kreiz miz Gouere.

    Boued kemmañ

    Hadoù a ya gant al labous, ha broñsoù gwez-frouezh — ur vosenn er werjez. Onn ha spern-gwenn a blij dezhañ e dibenn an diskaramer ha deroù ar goañv.

    Liammoù diavaez kemmañ


     
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

    Notennoù kemmañ