Ar bikini n'eo ket un tamm dilhad, met daou bezh dilhad a vez gwisket gant ar merc'hed evit mont da gouronkañ.

Ur bikini pa vez gwisket, e Sunrise (Florida)

Ar pezh douget war ar bruched a c'holo an divvronn, en ur leuskel ar begel hag an divlez dizolo, hag a zo staget er c'hein, evel ur vrennidenn.

Ar pezh all a c'holo ar c'haol hag ar revr, evel ur bragoù-bihan ordinal.

Etre an daou bezh eo dizolo ar c'hein hag ar c'hof. Heñvel-vi eo an daou bezh eta ouzh dilhad-dindan ordinal ar merc'hed. Tud zo koulskoude o deus klasket bihanaat anezho muiañ ma c'hallent.

Klasket ez eus bet ober bikini eus dilhad paotred da neuial ivez met ar ger n'en deus ket graet berzh evit se.

Istor kemmañ

Gant Louis Réard e voe ijinet ar bikini. Kentañ ma voe diskouezet a voe e Pariz d'ar 5 a viz Gouhere 1946 er poull-neuial Molitor, ha douget e oa gant Micheline Bernardini, un dañserez noazh brudet en amzer-se e Casino de Paris.

Disklêriañ a reas Louis Réard en doa dibabet an anv bikini abalamour da Enez Bikini, a oa bet un darzhadenn nukleel warni 5 devezh a-raok, gant ar soñj, hag ar spi e vije ken brudet an daou bezh dilhad hag ar vombezenn a oa nevez-tarzhet [1]

Savet e oa bet gantañ ar frazenn-stur saoznek : The bikini, first an-atomic bomb!(Daveoù a vank), ur c'hoari-gerioù saoznek etre an-atomic ("nann-nukleel") hag anatomic ("anatomek" / "korfadurel").

Goulenn ur breou a reas Louis Réard evit diwall un ijinadenn a seblant bezañ bet anavet gant ar merc'hed en henamzer hervez a weler war livadurioù kozh.

Un degemer fall a voe graet d'ar bikini en e amzerioù kentañ. Sevel en e enep a reas an holl ilizoù, ha berzet e voe e meur a vro. Ret e voe gortoz un toullad bloavezhioù a-raok ma teuas diouzh ar c'hiz.

E 1956 e voe gwelet Brigitte Bardot er film Et Dieu… créa la femme o tougen ur bikini e danvez vichy.

Evel-just e klaskas ar merc'hed yaouank ober evelti. Skoazellet e voe ar vrud gant ar ganaouenn Itsy Bitsy Teenie Weenie Yellow Polka Dot Bikini, kanet gant Brian Hyland, a voe kanet e galleg gant Dalida, Brigitte Bardot, Johnny Halliday ha Richard Anthony. A-hed an hañv e voe skignet Itsy bitsy, petit Bikini er skingomz.

E 1962 e reas berzh bras a-drugarez da Ursula Andress, a zouge ur bikini gwenn ha gleb gadalus er film Dr. No : sec'het e voe an daou damm dilhad ha gwerzhet en ti Christie's e 2001 : 41 250 lur sterling hepken e koustas d'ar prener.

E 1966 e voe tro Raquel Welch da wiskañ ur bikini ragistorel er film One Million Years B.C. War-lerc'h ez eus bet graet ivez filmoù skinwel evit diskouez an tamm danvez-se, evel re ar rummad Baywatch, gant Pamela Anderson.

Abaoe dibenn an XXvet kantved eo deuet da vezañ ur gwiskamant ordinal war an aodoù.

Doareoù all kemmañ

Ijinet e oa bet ivez un trikini ha ne reas ket berzh, hag un tankini a blij d'ar re a ra sport a-hervez. Ur mikrokini zo ivez.

Levrlennadur kemmañ

  • Kelly Bensimon, Le Bikini, des années 1950 à nos jours, Éditions Assouline, 2006, (ISBN 978-2-84323-839-0) (fr).

Pennadoù kar kemmañ

Notennoù kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.