Blixa Bargeld
Anv Hans Christian Emmerich
Ganet 12 a viz Genver 1959
e Berlin
Micher(ioù) kaner,soner, aktor, arzour
Doare(où) sonerezh-industriezh, dark ambient, sonerezh-arnodiñ
Benveg(où) kan, gitar, kenaozerien, taboulinoù, binvioù-sko, binvioù savet gantañ
Bloavezhioù oberiant 1980-bremañ
Label(ioù) Mute, EGO, Some Bizzare, Our Choice, Rough Trade,Photomak
Lec'hienn ofisiel www.blixa-bargeld.com

Endro Einstürzende Neubauten
Nick Cave and the Bad Seeds

Blixa Bargeld (ganet Hans Christian Emmerich, d'an 12 a viz Genver 1959 e Berlin) a zo ur soner, arzour, kaner, sonaozer, aktor ha skrivagner alaman. Dibabet en deus e lesanv diwar hini an arzour dada Johannes Theodor Baargeld.

Blixa Bargeld (a-zehou) hag Alexander Hacke (a-gleiz) o seniñ e Karlsruhed'an 19 a viz Mae 2000

Unan eus krouerien ar strollad Einstürzende Neubauten (1980) eo Blixa Bargeld. Etre 1983 ha 2003 e voe gitarour er strollad Nick Cave and the Bad Seeds. Abaoe eo bet unan eus kenlabourerien Nick Cave (pladenn Your Funeral... My Trial). Kenlabouret en deus ivez gant Anita Lane (Dirty Pearl, 1993).

C'hoari pezh en deus graet ivez : pezhioù-c'hoari savet gant Heiner Müller, Werner Schwab ha Peter Zadek. Staliadurioù video ha taolioù-kaer en deus bet graet ivez. E 2007 e savas ur strollad nevez ANBB e anv, ma kelabour gant Alva Noto.

Oberennoù kemmañ

Sonerezh kemmañ

Filmoù kemmañ

  • Recycled
  • Die Totale Therapie
  • Die Terroristen!
  • Der Himmel über Berlin
  • Nihil oder Alle Zeit der Welt
  • Dandy (1987, sevenet gant Peter Sempel)
  • Kalt wie Eis
  • Liebeslieder (1995)
  • Palast der Republik (2004)
  • Halber Mensch (2005)
  • On Tour with Neubauten.org (2006)
  • Listen With Pain (2006)
  • Blixa Bargeld: Rede / Speech DVD (2006)
  • Bruderezh Hornbach

Gwelout ivez kemmañ

Liamm diavaez kemmañ