Bob Marley

soner, kaner ha sonaozer eus Jamaika

Robert Nesta Marley, lesanvet Bob Marley, a oa ur soner, kaner ha sonaozer reggae ganet e Saint Ann (Jamaika) d'ar 6 a viz C'hwevrer 1945 ha marvet abalamour d'ur c'hrign-bev e Miami (Florida, e Stadoù-Unanet Amerika) d'an 11 a viz Mae 1981. Penn ar strollad ska, , rocksteady ha reggae anvet "The Wailers" (1964 – 1974) ha Bob Marley & the Wailers (1974 – 1981). Chomet eo ar soner ska ha reggae brudetañ, ha lakaet en deus ar bed a-bezh da anavout sonerezh Jamaika[1].

Bob Marley o seniñ hag o kanañ e-pad un abadenn en Hallenstadion e Zürich, Bro-Suis, an 30 a viz Mae 1980

E-mesk kanaouennoù brudetañ Marley e c'haller menegiñ "I Shot the Sheriff", "No Woman, No Cry", "Exodus", "Could You Be Loved", "Stir It Up", "Jamming", "Redemption Song", "One Love" ha, gant "The Wailers", ""Three Little Birds"[2], hag an oberennoù dalif "Buffalo Soldier" ha "Iron Lion Zion". An albom dastumad, Legend, embannet e 1984, tri bloaz goude e varv, eo ar bladenn reggae zo bet gwerzhet ar muiañ (10 gwezh pladenn platin[3]), gant ouzhpenn 12 milion a skouerennoù gwerzhet.



Yaouankiz kemmañ

Bob Marley, (e anv gwir Robert Nesta Marley), a zo bet ganet e Jamaika, mab d'ur vamm jamaikan du, Cedella Booker , ha d'un tad jamaikan gwenn a orin saoz, Norval Marley, a oa o vevañ e Liverpool. Kabiten e oa er verdeadurezh ha labourat a rae evel mestr-micherour e plantadegoù. Bob Marley n'en deus ket anavezet anezhañ morse (tud Norval Marley ne blije ket dezho e zaremped gant ur plac'h du).

Norval a bourchasas arc'hant d'e wreg ha d'e vugel met ne veze ket gwelet alies, rak alies e veze o verdeiñ. E 1955, pa oa Marley 10 vloaz kozh, ez eas e dad da anaon diwar un taol-gwad da 60 vloaz. Marley a c'houzañvas ar ouennelouriezh pa oa yaouank rak gwelet fall e oa an hironaj e Jamaika, ha talañ a reas ouzh goulennoù diwar e identelezh gouenn a-hed e vuhez. Disklêriañ a reas :

"Ne'm eus rakvarn ebet diwar e benn. Gwenn e oa ma zad ha du e oa ma mamm. Un hiron a reont ac'hanon pe forzh pe anv all. Me, ne duan gant den ebet. Ne duan ket gant tu du an den na gant an tu gwenn dezhañ. Tuañ a ran gant Doue, an hini en deus ma c'hrouet hag en deus lakaet ac'hanon da zont eus du ha gwenn."

Bob Marley a zioueras e dad, ha disteurel a reas an hironaj-mañ.

Da vare e grennoad e kuitaas ar maezioù evit mont da ghetto Trenchtown, e Kingston, prestik war-lerch ma oa marvet e dad. Ret e voe dezhañ deskiñ en em zifenn abalamour d'e hironaj ha d'e vent vihan (163 cm). Gounit a reas brud gant e nerzh hag ul lesanv da-heul : "Tuff Gong". Eno e kejas gant Bunny Livingstown, brudet diwezhatoc'h evel Bunny Wailer, ha gant Peter Tosh. Kregiñ a reas ganto da ganañ tonioù Rhythm and Blues a gleve war radioioù Miami. Bob Marley a guitaas e vicher souder hag a enrollas e ganaouenn gentañ Judge Not e 1961, pa oa 16 vloaz. Ne voe ket gwerzhet mat ar bladenn met kenderc'hel a reas Marley memestra.


Ar Wailers kemmañ

E 1963 e savas gant Peter Tosh, Bunny Wailer, Junior Braithwaite, Beverley Kelso, ha Cherry Smith ar strollad ska ha rocksteady anvet "The Teenagers". Cheñch a rejont anv diwezhatoc'h evit "The Wailing Rudeboys", ha goude evit « The Wailing Wailers » (ar rugennerien rugenner). Tapout a rejont kontradiñ gant Studio One ha produet e oa o c'hanaouennoù kentañ gant Clement Coxsone Dodd. Dispartiañ a rejont diouzh Dodd er fin abalamour da gudennoù arc'hant. E 1966, Braithwaite, Kelso, ha Smith o doa dilzezet The Wailers, ar pezh a leze Marley, Livingston, ha McIntosh.

E 1966 e timezas gant Rita Anderson ha mont a reas ivez da labourat d'ar Stadoù-Unanet, en Delaware, e lec'h ma oa e vamm addimezet o chom, e 1967. Labourat a ra en ostaleri Dupont ha drec'hel a ra da skrivañ kanaouennoù. Kemeret eo e lec'h er strollad gant Constantine "Dream" Walker e-keit-se. Goude e zistro, goude an hañv 1966, e kemmas kredenn hag a zeuas da vezañ rastafari ha da gaoud dreadlocks. Sevel a ra gant Peter Tosh ha Bunny Livingston al label dizalc'h "Wail'n Soul'm". O c'hentañ son produet gante o-unan er c'hiz rocksteady nevez zo anvet "Bend Down Low".

Mortimer Planno, ur rasta jamaikan a orin kuban en deus beajet en Etiopia hag en deus kejet gant Haile Selassie Iañ e deroù ar bloavezhioù 60, a roas dezhañ ul lodenn eus e brederouriezh rasta. Hep harp ur gwerzher a-vivher e veze gwerzhet fall-kenañ e bladennoù, ha Marley zo re baour evit bevañ e kêr gant e vaouez Rita hag e zaou vugel Cedella ha Ziggy. E 1967 e tistroas d'e gêriadenn evit ar pezh zo anvet ur prantad sioulder speredel hag a badas ur bloavezh. Derc'hel a ra avat da sevel sonioù da enrollañ ha da embann pladennoù 45 tro divrud evit e di-embann vihan "Wail'n Soul'm", evel "Hypocrites" ha "Nice Time", sinet Bob Marley & the Wailers, hag a zeuio da vezañ brudet-kenañ. Adalek 1968 e skrivas e ganaouennoù relijiel kentañ.

Goude un tabut gant Dodd, Marley hag e strollad a grogas da labourat gant ar produktour Lee "Scratch" Perry hag e strollad studio, "The Upsetters". E penn-kentañ ar bloavezhioù 70 e produas Marley e bladenn « Soul Rebel » gant Lee Scratch Perry. Fachañ a reas gantañ abalamour d'ar gwirioù oberour : Perry, hag a grede kaout ar gwirioù, a embannas ar bladenn e Bro-Saoz. D'ar memes mare e labouras gant ar produktour amerikan Danny Sims, met, d'an nebeutañ evit Bob, ne voe disoc'h mat ebet eus ar c'henlabour-mañ. Daous ma ne badas ket ar c'henlabour gant Perry en tu all d'ur ur bloavezh, kalz tud a soñj dezhe ez eo ar prantad ma oa enrollet ar sonerezh gwellañ.

E-pad ur mare leun a ziaesterioù evito, Marley hag e strollad a yeas e darempred gant Chris Blackwell, rener al label Island, hag a embannas lodenn vrasañ e berzhioù niverus. War al label-se e voe savet « I Shot The Sheriff » gant Marley e 1973, ur ganaouenn a vo adkemeret gant Eric Clapton.

Ar pladennoù kentañ embannet e ti Island a voe embannet dindan anv ar Wailers met, e 1974, Bunny Wailer (ha ne c'helle ket gouzañv ar c'harr-nij) ha Peter Tosh a guitaas ar strollad, o leuskel Bob e-unan. Lod a soñj dezhe e oa dizemglevioù etre Livingston, McIntosh, ha Marley diwar-benn o labour, lod all a lavar e oa gwelloc'h dezhe labourat pep hini diouzh e du. McIntosh a grogas da enrollañ dindan anv Peter Tosh, ha Livingston a zalc'has e anv nevez : Bunny Wailer.

Bob Marley and the Wailers kemmañ

Daoust d'an disparti e talc'has Marley da enrollañ evel "Bob Marley & The Wailers". E-ouez z sonerien nevez, menegomp ar breudeur Carlton hag Aston "Family Man" Barrett d'an taboulinoù ha d'ar gitar boud, Junior Marvin ha Al Anderson d'ar gitar, Tyrone Downie ha Earl "Wya" Lindo gat ar c'hlaouieroù, hag Alvin "Seeco" Patterson gant ar benvegoù-tos. An "I Threes", anezhe Judy Mowatt, Marcia Griffiths, ha maouez Marley, Rita, a gane.

En e bladenn solo kentañ, "Natty Dread" hec'h anv, kas a reas sonioù blues, a-drugarez d'ur gitarour amerikan. Heuliet eo gant "Live!" enrollet d'an 18 a viz Gouere 1975 e Londrez ha "Rastaman Vibration", hag a voe ar bladenn gwerzhet ar gwellañ e-pad buhez Marley.

E 1975, Marley a zeuas da vezañ anavezet er bed a-bezh gant e hit kentañ e diavaez Jamaika, "No Woman, No Cry," war an albom Natty Dread. Heuliet e oa gant an albom a reas berzh er Stadoù-Unanet, Rastaman Vibration (1976), a chomas peder sizhun er Billboard charts Top Ten.

E miz Kerzu 1976, daou zevezh ent "Smile Jamaica", ur sonadeg digoust aozet gant kentañ ministr Jamaika, Michael Manley, a-benn sioulaat ar reuz etre an div gostezenn bolitikel a oa o stourm an eil gant eben, Bob Marley a achapas d'ul lazhadeg aozet gant 6 den armet en e chomaj. Resev a reas memestra ur boled er vrec'h hag unan all en e vruched, ha gloazet e oa e wreg Rita en un doare grevus gant ur boled en he fenn. Don Taylor, o manager, a oa gloazet en un doare grevus-kenañ. Nag an dorfedourien nag an arc'hantaer na voe adkavet. Abeg al lazhaged a oa politikel sur a-walc'h. Tud zo a gred ez eo abalamour m'en doa kameret perzh Marley en un abadenn a-du gant an araokour Michael Manley. Marley a oa bet gourdrouzet goude an abadenn-se. Al lazhadeg a vefe bet arc'hantaet gant an tu mirour... met Marley a lavare ne rae ket a bolitikerezh, hag a vurutelle anezhañ hep ober forzh eus ar c'hamp o veuliñ ar peoc'h hag unvanelezh ar jamaikaned a-enep an disparti hag ar brezel diabarzh. N'eus displegadenn sur ebet.

Daoust da se, daou zevezh goude ar gwall-daol, e kemeras perzh Bob Marley en abadenn Smile Jamaica e Kingston. Divroañ a reas goude da Londrez peogwir n'en em sante ket mui e surentez e Jamaika. Enrollañ a reas enni ar pladennoù "Exodus", "Kaya" ha singlioù gant Lee Scratch Perry.


Marv Bob Marley kemmañ

E 1977, dizoloiñ a reas ur gloazadenn en e viz-troad (an hini bras) dehoù. Plijet bras gant ar mell-droad, krediñ a reas e oa en em c'hloazet o c'hoari. Graet e vez un diagnostik gwir : Bob Marley a oa tapet gant krign bev ar c'hroc'hen. Aliet e voe dezhañ troc'hañ e viz-troad, ar pezh a nac'has, peogwir e oa a-enep mennozhioù ar rastafari. Klask a reas ar vezeien pareañ anezhañ ouzh e gimigurañ, e klinikenn ar mezeg Josef Issels en Alamagn, met ne voe efed ebet. En em ledañ a reas ar c'hrign-bev.


E fin e vuhez, e kemmas kredenn hag e heulias kredenn an Iliz reizhkredour etiopiat (unan eus an Ilizoù jamaikan, tost d'ar preder rasta). C'hoant en doa da vervel e Jamaika met mervel a reas e Miami d'an 11 a viz Mae 1981, re wan an tamm outañ evit ober ar veaj e karr-nij betek Jamaika, goude bezañ deuet en-dro eus klinikenn an doktor Issels. E istor ne echuas ket amañ hag ar pezh en deus graet a zo bev c'hoazh hiziv an deiz.

Pladennoù kemmañ

Ar bladennografiezh-man n'eo ket klok, met kavet e vo enni produadurioù pennañ Studio One, Lee Perry, Island ha Tuff Gong :

Gant ar Wailers (Bunny Wailer & Peter Tosh) :

E-unan (ar Wailers a zeuas da vezañ ar strollad sonerien a ambrouge anezhañ) :

dastumadegoù :

  • 1983 : Confrontation
  • 1984 : Legend
  • 1986 : Rebel Music
  • 1991 : Talkin' blues
  • 1992 : Songs Of Freedom (4CD)
  • 1995 : Natural Mystic
  • 1999 : Chant Down Babylon
  • 2001 : One Love -The very Best Of-
  • 2003 : Live at the Roxy
  • 2005 : Africa Unite -The Singles Collection-

Notennoù kemmañ

  1. EMP|SFM: 2007 Pop Conference Bios/Abstracts
  2. "Bob Marley," Encyclopaedia Britannica, 2006
  3. Doug Miller, "Concert Series: 'No Woman, No Cry'", BobMarley.com, February 26, 2007


Liammoù kemmañ

Liammoù diabarzh kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ