Boris Vian

skrivagner gallek

Boris Vian a oa ur barzh, skrivagner ha soner gall ganet d'an 10 a viz Meurzh 1920 e Ville-d'Avray (Seine-et-Oise) ha marvet d'an 23 a viz Even 1959 e Pariz. Goude studioù evit bezañ ijinour e stagas gant ur vuhez arzel liesseurt ha pinvidik.

Sonerezh kemmañ

Soner trompilh e oa e kluboù Saint-Germain-des-Prés. Savet en deus meur a ganaouenn evel Le déserteur, La java des bombes atomiques pe La Complainte du progrès.

Levrioù kemmañ

Dindan al lesanv Vernon Sullivan e skrivas 3 romant (J'irai cracher sur vos tombes, Les morts ont tous la même peau, Et on tuera tous les affreux) hag a zreveze ar romantoù du amerikan. Romantoù all (L'écume des jours, L'arrache cœur...) ha pezhioù-c'hoari a skrivas dindan e wir anv a ziskouez splann e ijin barzhel.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.