Diwar-benn ar c'hentañ bouda istorel lenn ar pennad Siddhārtha Gautama

An titl Bouda (sañskriteg बुद्धा buddha - gourel pe direizh, buddhā er furm wregel - « dihun », anv-gwan-verb-gouzañv eus ar wrizienn verb budh-, « dihuniñ »)[1], a vez roet er voudaegezh d'un den en deus tizhet an dihun, dre e furnez (prajñā) peurgetket, da lâret eo en deus tizhet an nirvāna (hervez an hīnayāna), pe trehontet an daouelezh samsara/nirvana (hervez ar Mahāyāna). Gallout a reer ober anv anezhañ gant anvioù-gwan all : « gwenvidik » (भगवत् bhagavat), « an hini en deus trec'het » (जिन Jina), « Deuet evel-henn » (तथागत Tathāgata)[2].

E-touez kalz Boudaed, an hini ar muiañ anavezet a chom diazezer ar voudaegezh, Siddhārtha Gautama, pimpatrom ar « Bouda glan ha disi » (सम्यक्सम्बुद्धा samyaksambuddhā).


Bouda zo ivez unan eus enkorfadurioù Vichnou e mojennoù an Hindoued. Anadiñ a ra er c'hKali Yuga.

Tri seurt dihun kemmañ

Adalek an deroù e ra anv an testennoù pāli eus tri hent da heuliañ da dizhout an dihun[3]:

  • śrāvakabuddha (sañskriteg ; pāli sāvaka-buddha), eo ar "selaouer", en hini en deus tizhet an nirvana a-drugarez da gelennadur ur bouda. Graet e vez arhat anezhañ ha ne vez ket sellet outañ atav evel ur bouda.
  • pratyekabuddha (sañskriteg, pāli pacekka-buddha), bouddha digenvez, eo an hini en deus kavet an hent e-unan, met n'en deus ket ar varregezh da zieubiñ boudoù all.
  • samyaksambuddha (sañskriteg, pāli sammāmsam-buddha), bouddha glan ha disi,eo an hini en deus tizhet an "dihun glan ha peurvat" (samyaksambodhi) drezañ e-unan hag a zo gouest da gelenn an dharma. Da dizhout an dihun-se e ranker heuliañ hent bodhisattva.

Ar seurt diwezhañ-se an hini a vez anv anezhañ pa gomzer eus bouda. Ar bouda istorel eo an hini illurañ, Shakyamuni, met samyaksambuddha all zo anavezet hag azaouezet.

Goude e nirvāna e vez dieubet un bouda eus an holl liammoù (samyojana), met gallout a ra c'hoazh bezañ tizhet gant ur c'hleñved pe ampoezonet. Daoust d'e gorf da gaout 32 merk diforc'hus ez eo graet eus peder elfenn hag e c'hell mervel eta. Koulskoude e ra anv testennoù zo eus peuzdic'hloazusted ar bouda peurvat, disoc'h a zeu eus ar fed m'en deus dilezet e garma fall, oc'h aberzhiñ e-doug buhezioù niverus lodennoù eus e gorf, pe e vuhez, peurgetket. Ar gloaz roet gant Devadatta da Shākyamuni zo displeget evel sin un nemorant bihan a garma fall.

 
Bouda en e goazez, eus an tierniezh Tang, Rannvro Hebei

En Theravāda kemmañ

 
Maitreya, bouda an amzer da zont, gant ar vuredad enni nektar an dharma en dorn kleiz ; arz ar Gandhara, Eil kantved.

Ar voudaegezh kozh pe Boudaegezh theravāda a gelenn e vez heuliet hent ar bodhisattva gant un nebeud tud hepken. E penn an hent-se e vez tizhet dihun peurvat ha glan ar samyaksambouddha a ro an tu da lakaat « rod an dharma da dreiñ » ha da skignañ ar gelennadurezh vat dre ar bed. Graet o deus ar mennad da vevañ kalz buhezioù a-raok dirak ur bouda eus an amzer dremenet. Cheñch a ra munudoù esped Bodhisattva hervez ar skolioù boudaegezh. Deskrivañ a ra ar Buddhavamsa tri zennad pe kalpa kent diraez ar vuhez ma teu ar bodhisattva da vezañ bouda. Ur wezh tizhet an nirvāna, ar bouda (evel an arhat) a vev e vuhez diwezhañ. Ar marv a verk ar steuziadur klok (parinirvana).

Adalek an deroù e anavezas ar voudaegezh, ouzhpenn bouda hon oadvezh, meur a vouda o deus bevet en amzer dremenet. Menegiñ a ra an Digha Nikaya hag ar Samyutta Nikaya 6 anezhe, testennoù all 24, ar Buddhavamsa 27 ; an Apadana en Khuddaka-Nikaya a ya betek 35. Evit pezh a sell ar Voudaed da zont, Maitreya, disklêriet e oa e zonedigezh gant Gautama e-unan, eo an hini nemetañ anavezet er reol pāli, mes testennoù skrivet goude evel an Dasabodhisattuppattikatha hag an Dasabodhisattaddesa a gont 9 anezhe, ha 7 anezhe zo meneget gant o lec'h annez : Metteyya (Maitreya), Rama, Pasena, Vibhuti zo o vevañ er baradoz Tusita, Subhuuti, Nalagiri, Parileyya zo o chom er baradoz Tavatimsa[4].

Er Mahāyāna kemmañ

 
Bouda pagodenn Fréjus

Hervez ar voudaegezh mahāyāna ha vajrayāna e c'hall pep hini sevel an dezv da zont da vezañ bodhisattva hag e c'haller anavezout natur bouddha (tathāgatagarbha) en holl voudoù santidik. Ar bouda n'eo ket ken an hini a dizh an nirvāna, met kentoc'h an hini en deus trehontet an daouelezh samsara/nirvāna. En tu all da se o deus ar voudaed tri neuz anvet an trikāya :

  • Ar « c'horf treuzfurmadur », nirmāṇakāya, ar c'horf den a dreuz an istor, an hini nemetañ gwelet gant an dud ;
  • Ar « c'horf plijadurezh », sambhogakāya, santet gant bodhisattvaed zo ;
  • Ar « c'horf dharma » klok, dharmakāya, frouezh ar furnez peurvoutañ, naoutur ar bouda, goulloder (śūnyatā) ma vez neullet an daouelezhioù.


Notennoù kemmañ

  1. The Sanskrit Heritage Dictionary gant Gérard Huet
  2. Anvioù niverus Bouda (e saozneg)
  3. An Displegoù ( SA.i.20; AA.i.65) a veneg pevar anezhe : Suta Buddhā pe Bahussuta Buddhā : an holl dud a heuilh ar voudaegezh ; Catusacca Buddhā : arhat ; Pacceka Buddhā (bouda digenvez) ha Sabaññu-Buddhā (bouda a gelenn), an eil re o deus pleustret ar vertuzioù (pāramitā) e-doug kalz muioc'h a vuhezioù evit ar re gentañ. Sellet ouzh Ar ger bouda er reol pali (saozneg)
  4. Edward Conze, Thirty Years of Buddhist Studies: Selected Essays by Edward Conze [Oxford: Bruno Cassirer, 1967], p. 38