Ar vouzellenn voan eo al lodenn eus ar benvegad koazhañ zo etre ar stomog hag ar vouzellenn dev. E korf an dud, pa vez echu o c'hresk ganto, e c'hall ar vouzellenn voan bezañ keit ha 5 pe 6 metr. Hiroc'h eo eget ar vouzellenn dev. Met bihanoc'h eo he zreuzkiz, moanoc'h eo, alese an anv "bouzellenn voan".

Ar benvegad koazhañ. Ar vouzellenn voan eo al lodenn 3.