Brezel Hêrezh Spagn

Brezel Hêrezh Spagn zo ur brezel etre meur a vro en Europa a c'hoarvezas etre 1701 ha 1714, evit gouzout piv a gemerje kurunenn Spagn goude marv ar roue Carlos II, an diwezhañ roue Habsburg, manet divugel. Brezel bras diwezhañ Loeiz XIV e oa, ha gant hennezh e teuas a-benn da lakaat ur roue gall e Madrid, e vab-bihan Philippe de France, a deuas da vout Felipe V. Hogen ne c'hallas ket goulenn kurunenn Bro-C'hall evitañ nag e ziskennidi. Gantañ e voe degaset al lezenn salek da Vro-Spagn, ha talvezout a raio al lezenn-se betek ar Pragmatica Sanctio, er bloaz 1830.

Carlos II. Brezel a voe dre an abeg ma oa dibennhêr.
Felipe V de Borbón, Dug Anjev

Orin kemmañ

E 1665, da varv e dad, e oa bet anvet Carlos II da roue, hag eñ pemp bloaz. Fall e oa e yec'hed, bec'h a oa da c'hortoz ma n'en doa bugel ebet. Mervel a reas d'ar 1añ a viz Du 1700, divugel. Helebini a voe etre an daou diegezh, Bourbon, tiegezh gall, ha Habsburg, tiegezh aostrian, kar o daou da Garlos II, da c'houzout gant piv ez aje ar gurunenn.

Dre destamant en doa roet Carlos e gurunenn da Philippe, dug Anjev, 17 vloaz, ur priñs gall. Hag ar priñs gall-se a oa mab-bihan d'ar roue gall Loeiz XIV, peogwir e oa mab da Maria Anna Victoria Bavaria (1660-1690), merc'h da Ferdinand, Dilenner Bavaria, ha da Loeiz Bro-C'hall (1661-1711), an Daofin Meur, mab henañ ar roue gall.

Hag eñ da Spagn da wiskañ e gurunenn nevez.

Emzalc'h ar broioù all kemmañ

 
Philippe, dug Anjev, dibabet gant Carlos II.
 
An arc'hdug Charles de Habsbourg, danvez-roue kinniget gant an Aostrianed, anavezet gant ar rouantelezhioù dindan kurunenn Aragon.

Fall e oa yec'hed Carlos II , ma klaske broioù all Europa rannañ ar rouantelezh goude e varv, pa felle d'ar roue derc'hel ar vro unvan en he sav.