Brezel an Tri Sancho

Brezel an Tri Sancho a vez graet eus ur brezel a c'hoarvezas entre ar bloavezhioù 1065 ha 1067 en douaroù a zo hiziv e proviñsoù Burgos ha La Rioja, etre tri roue an teir rouantelezh, anvet Sancho o-zri, da lavarout eo Sancho Garcés IV Navarra, Sancho Ramírez Aragón ha Sancho II Kastilha, hag a oa kendirvi ha mibien-vihan da Sancho III Navarra.

Anavezet eo ar brezel dre ur skrid eus an XIIIvet kantved, anvet Primera crónica general.

Tarzhañ a reas ar brezel abalamour d'ar bec'h a veze abaoe rannet rouantelezh Sancho Veur e 1035, abalamour ma en doa laosket Fernando Iañ Kastilha douaroù eus Kastilha gant e vreur García III war-lerc'h Emgann Tamarón. Neuze e oa an tu kreñv gant Navarra, met kemm a c'hoarvezas e 1065, pa varvas ar roue Fernando Iañ Kastilha.

Hennezh a oa deuet a-benn da unaniñ dindan e gurunenn rouantelezhioù Kastilha ha Leon. Pa varvas e voe rannet e rouantelezh etre e vibien. Gant Sancho e oa aet Kastilha, ha c'hoant en doa da greskiñ e rouantelezh gant Bureba hag Alta Rioja. Gounezet e oant bet gant e dad Fernando koulskoude diwar-goust ar Galifelezh, hogen roet en doa anezho d'e vreur henañ García Sánchez III Navarra, tad Sancho IV.

Brezel kemmañ

En em sevel a reas ar bobl e darn eus an douaroù-se ouzh gouarnamant Navarra ha goulenn a reas digant roue Kastilha kemer o zoleadoù en-dro en e rouantelezh, ken na darzhas ar brezel.

Sancho II Kastilha a c'hoantaas kemer douaroù ar Bureba hag ar Rioja Alta, a oa d'e genderv Sancho Garcés IV Navarra. Goude krogadoù war an harzoù gant bagadoù armet roue kastilha e c'houlennas Sancho Garcés skoazell digant e genderv Sancho Ramírez Aragón.

El Cid a gemeras perzh en darn eus an emgannoù da skoazellañ Sancho II de Castilla.

Echuiñ a reas ar brezel e 1067 hep trec'hour ebet. Sancho II Kastilha arrebató a Navarra La Bureba, komark ar Montes de Oca ha Pancorbo.