Brezel ar Rigadell zo ur romant polis gant Goulc'han Kervella bet embannet gant Al Liamm e 1994.

Pajenn gentañ golo al levr

Ar romant kemmañ

Traoù ken iskis ha spontus a c'hoarvez e Plougadvan, ur gumun vihan lec'hiet war aod Bro-Leon : damzistrujet eo an ostaleri Trouz-an-Avel gant un tan-gwall kroget enni ha kavet eo beuzet daou vartolod yaouank aet da vezhina gant o bag Rouanez ar Mor. Hep kaozeal eus ar sachoù-blev a sav etre ar besketaerien, ar vezhinaerien hag an ti-kêr a glask degas fred er vro gant...ar sevel rigadell. Fiziet eo an enklask e Sezni Gwegen.