Ar Brianza (italianeg : [briˈantsa] ; lombardeg : Briànsa [briˈãː(t)sa]) zo ur rannvro istorel eus Lombardia, en hanternoz da gêr Vilano, er c'hreisteiz da Lenn Como, hogen rannet etre meur a broviñs.

Lenn Annone hag ar Monte Barro

Bevennet eo gant ar ganol Canale Villoresi er c'hreisteiz, ar stêr Adda er reter, traoñiennoù an Triangolo Lariano betek eien al Lambro en hanternoz ha hini ar Seveso er c'hornôg. Petra bennak ma n'eus ensavadur tiriadel ebet d'ar Brianza ez eus ur santad kreñv a identelezh vrianzat e-touez ar vroidi.

Brianza en anvioù-lec'hioù kemmañ

Istor kemmañ

E Brianza edo an Insubred, Kelted anezho marteze, o chom.