Brieg (409-502), Briog e kembraeg, eo anv ar manac'h, ha sant, deuet eus Kembre, en deus roet e anv da gêr Sant-Brieg, hag en deus krouet eskopti Sant-Brieg. D'ar 1añ a viz Mae emañ gouel ar sant.

Brieg
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Ceredigion, Kembre Kemmañ
Deiziad ganedigezh460 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCeredigion Kemmañ
Deiziad ar marv502 Kemmañ
Lec'h ar marvSant-Brieg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherbeleg katolik, eskob katolik Kemmañ
Kargabad Kemmañ
Lec'h annezCeredigion Kemmañ
Floruit5. century Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
Stad ar c'hanonizasionsant, sant katolik Kemmañ
Gouel1añ Mae Kemmañ
Sant Brieg

Tud zo a soñj gante eo ar memes sant evel Briag (a gaver en anvioù-lec'hioù Sant-Briag ha Boulvriag) hag a zo brudet da vezañ deuet eus Iwerzhon; tud all a soñj ez int daou zen disheñvel, gant daou anv damheñvel.

Orin an anv kemmañ

Dont a ra an anv eus bri, gant an dibenn eg e brezhoneg, og e kembraeg. E brezhoneg kozh (pe kembraeg kozh) e oa awc: troet awc da euc (hag alese da eg) pe da og.


E vuhez kemmañ

Ganet eo war-dro ar bloavezh 409 e rouantelezh Ceredigion, a zo hiziv ur gontelezh eus Kembre. Paganed e oa e dud. Diskibl e voe d'ar Galian Jermen Auxerre, a zeuas da Enez Vreizh da brezeg. Pa voe echu e dro gantañ ez eas Brieg d'e heul da C'halia.

E 447 e voe beleget, ha mont a reas da avielañ Arvorig. Dilestrañ a reas, a-hervez, en Aber-Ac'h, ha sevel ur manati e Landreger. Diwezhatoc'h e treuzas Mor Breizh en-dro hag ez eas da avielañ tud Kembre.

Degouezhet war-dro 70 vloaz e tistroas da Arvorig hag e savas ur manati e genou ar stêr Goued, war un douar roet dezhañ gant ar c'hont Liwil, a oa kar dezhañ. Kreskiñ a reas ar manati, betek dont da vezañ ur gêr, kêr Sant-Brieg. Mervel a eure war-dro 502. War ar skeudennoù anezhañ en gweler gant teir yalc'h ouzh e c'houriz, evel arouez e vrokusted ouzh ar re baour.

Bezañ ec'h eo unan eus Seizh sant diazezer Breizh, hag enoret eo gant perc'herined Tro Breizh.

Lec'hioù arall kemmañ


Liammoù diavaez kemmañ