Ur gompagnunezh hentoù-houarn er Rouantelezh-Unanet e oa British Rail, krouet e 1948 da heul stadeladur ar 4 c'humpagnunezh prevez a oa betek neuze. Etre 1994 ha 1997 e voe prevesaet ar gompagnunezh ha kompagnunezhioù prevez a gemeras he lec'h. E 2000 e voe freuzet ez-kefridiel an embregerezh.