Britomartis (henc'hresianeg : Βριτόμαρτις) a oa unan eus an nimfezed gwerc'h a veze da-heul an doueez Artemis. Gouzout a reer e oa ganet e Kreta, hag e oa merc'h da Zeus. Nav miz pad e oa bet ar roue Minos war he lerc'h, dre ar c'hoadoù hag ar menezioù. A-benn ar fin, pa oa o vont da vezañ tapet, en em daolas er mor eus lein un tornaod. Saveteet e voe gant pesketaerien a oa o teurel o rouedoù.

Britomartis.

Hervez klaskerien zo e vefe un anv roet da Artemis e Kreta.

Hec'h anv kemmañ

Talvezout a rafe hec'h anv kement ha plac'h kuñv, e yezh Kreta gozh.

Liammoù diavaez kemmañ

  • Diwar-benn Britomartis: [1]