Ar Britton zo ul levr gallek, anezhañ ar c'hoshañ dastumad eus lezennoù Bro-Saoz, a vije bet savet war c'houlenn ar roue Edouarzh Iañ .

Gollo an eil embannadur eus Britton (1640),[1] kempennet gant Edmund Wingate

Lavaret ez eus bet e oa bet savet gant John le Breton, eskob Hereford, met hervez an istorourien n'hall ket an eskob-se bezañ savet al levr.

Embann kemmañ

Embannet eo bet ar Britton e Londrez gant Robert Redman, hep deiziad, hogen moarvat war-dro 1530. Adembannet e voe e 1640, reizhet gant Edmund Wingate.
Un droidigezh saoznek zo bet embannet gant R. Kelham en 1762.
E 1865 e voe graet trede embannadur ar skrid orin gallek, gant un droidigezh saoznek, aozet gant F. M. Nichol, evit University Press, Oxford.

Notennoù ha daveeennoù kemmañ

  1. Britton. The second Edition. Faithfully corrected according to divers ancient Manuscripts of the same Booke. By Edm. Wingate, Gent. (2nd ed.), Londrez: embannet gant John Moore, Esquire [Miles Fletcher, John Haviland ha Robert Young], 1640, OCLC 79739905 .