Brom

      SeleniomBromKripton
      Cl
      Br
      I

      taolenn beriodek, brom
      Niver atomek : 35
      Rummad kimiek : Halogen
      Strollad : 17 (Halogenoù)
      Trovezh : 4
      Aozadur elektronek : [Ar] 3d10 4s2 4p5
      Niver oksidadur : - 1, + 1, + 5
      Tredanleiegezh : 2,96
      Skin atomek : 114,5
      Tolz atomek : 79,904
      Ur voutailhad Brom

      Un elfenn gimiek eo ar brom ; Br eo e arouez kimiek, 35 e niver atomek ha 79,904 e dolz atomek. Un halogen eo ar brom, evel holl elfennoù ar strollad 17.

      Un dourenn ruz-gell flaerius eo ar brom ; pistrius, mougus ha tagus eo e aezhennoù, ha gouest eo da leskiñ kroc'hen an dud.
      En dour-mor e vez kavet, hag en dour-sall danzouar, e stumm strinkennoù diliv par d'an holen (NaCl) a zebromp.
      Gant Stadoù-Unanet Amerika (en Arkansas) e vez kenderc'het un drederenn (1/3) eus brom ar bed. Sina hag Israel a zeu war o lerc'h, heuliet gant Jordania ha Japan. Un nebeud brom a vez kenderc'het ivez en Ukraina, Alamagn, India, Spagn ha Turkmenistan. War-dro 460 000 tonennad a vrom a voe kenderc'het e 2011. [1]

      Istor

      Gant ar c'himiour alaman Karl Jacob Löwig e voe dizoloet ar brom e 1825, e dour unan eus stivelloù e gorn-bro. Daleet e voe embannadur e gavadenn pa glaskas tennañ splet eus e gavadenn evit tapout ur garg a gimiour en Heidelberg.
      Gant an apotiker gall Antoine Balard e voe dizoloet ivez ur bloavezh war-lerc'h, e 1826, e ludu bezhin bet dastumet e paludoù Montpellier. Muride a voe an anv bet dibabet gantañ evit an elfenn nevez, diwar al latin muria, "dour-sall", hag a-raok hini K. Löwig e voe embannet e labour. En embannadur e kemmas an anv muride : brôme e voe an anv nevez, diwar an henc'hresianeg βρωμος bromos, "flaer".

      ↑Lammat ur rann war-gil

      Perzhioù

      Kimiek

      • Un oksider eo ar brom.
      • Haloù bromidenn a ro ar brom pa vez lakaet e darempred gant ur metal, dindan levezon an dour dreist-holl.
      • Disliverioù kreñvoc'h eget dour Javel (NaClO) eo ar c'henaozadoù brom.
      • Ur c'hementad bihan a vrom a c'hall bezañ dileizhet en dour, hogen dileizhus-tre eo ar brom en dileizhuzennoù bevek evel trenkenn aketek (CH3CO2H) ar gwinegr, ar sulfidenn garbon (CS2), an tetraklorometan (CCl4) hag an alkooloù alifatek.

      Izotopoù

      Daou izotop stabil zo d'ar brom (80Br) : 79Br ha 81Br.
      Skinizotopoù zo d'ar brom ivez, pa 'z anavezer ur 25 anezho ; berr eo o hanter-vuhez (2 376 devezh d'ar muiañ, hini 77Br).

      ↑Lammat ur rann war-gil

      Arver

      • Tremen an hanter eus brom ar bed a vez arveret da genderc'hañ kenaozadoù evit fardañ danvezioù da herzel ouzh an tan. [1]
      • Heverennoù evit talariñ, c'hwezh-vat, ha louzeier evit ar yec'hed a vez fardet gant brom.
      • Livuzennoù ha dilouezerioù a vez fardet ivez.
      • Gwezhall e veze arveret a-builh da fardañ ur c'henaozad plomek evit ar c'hefluskerioù helosk diabarzh.
      • Daoust d'ar binvioù-luc'hskeudenniñ bezañ niverel hiziv an deiz e vez implijet c'hoazh el luc'hskeudennerezh arc'hantek.
      • Louzeier enep an amprevaned graet diwar vrom zo bet implijet degadoù-pad ; berzet int bremañ abalamour ma vez atomoù brom o vezañ distaget dindan levezon bannoù an heol, ha fall-tre int da geñver gwiskad ozon aergelc'h an Douar.
      ↑Lammat ur rann war-gil

      Notennoù

      1. 1,01,1 United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 14 HER 12
      ↑Lammat ur rann war-gil

      Daveennoù


      Kimiezh | Elfennoù kimiek

      Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv ~ Taolenn beriodek
      Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

      Dmitriy Mendeleyev ~ Ernest Rutherford


      ↑Lammat ur rann war-gil
      Kemm diwezhañ d'an 6 Ebr 2013 da 00:43