Buhez

doare materi gouest da dennañ energiezh diouzh e endro evit strujusaat
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 

I - Termenadurioù ar vuhez kemmañ

"Termeniñ ar vuhez", pelec’h e krog, ha pelec’h e echu ? Ar goulenn-se zo hiziv ivez ur sujed dedennus d'ober daeladennoù difin, rak n’eo ket bet kavet (c’hoazh) an Termenadenn a rofe justis da pep voud... Da heul e vo studiet spisoc’h daou derc’h, daou sell, eus termenadenn ar vuhez bet kavet a seblant ar poellekañ ha dedennusañ d’ar poent-se ; an termenadur biologel, hag hini an entropiezh (entropie).

a) Dielfennadur biologel kemmañ

E biologiezh, neuze, e vez anzavet bezañ bev neb hini a ra, d’an nebeutañ ur wezh e-pad e vuhez : - Kreskiñ betek oad ar frouezhusted - Gouennañ pe greskiñ e gorf - Lakaet e pleustr e metabologezh, en ur eskemm gant e endro. - Kaout ur finvidigezh diabarzh pe ur finvidigezh diavaez. - Bezañ ur kellig - Bezañ savet diwar molekulennoù karbonek, (bevmolekul) anezho, da lavaret eo glusidoù, lipidoù, proteinoù, trenkennoù nukleikel...

Ar poent diwezhañ-se a verk dre-vras an diforc’h pennañ gant termenadenn an entropiezh, ur pezh mell hini erfin. Perak ? Rak e vez aze lavaret eo ar vuhez diazezet war ar c’harbon, hag ar c’harbon nemetken ar pezh a zo gwir, war an Douar d’an nebeutañ, met direnkus eo a fed ma’z eo posupl kaout boudoù-bev ezteorikel diazezet war ar silisiom (ne vefent neuze ket lavaret bev evel-se).

b) Dielfennadur an entropiezh kemmañ

An eil termenadenn eo hini an entropiezh. Petra eo dija ? Ur stad dizurzh, simpl, eeun. Deomp da kaout ur skeudenn : a-raok ar Big Bang e oa an entropiezh d'e muiañ ; ne oa ket memes a atomoù, direnket e oa pep tra, ‘n eus nemet kouarkoù (tammoù atom) berniet en ur seurt soubenn, yod tomm kenañ. A c’hontrol mik a vefe ar vuhez, pe un diamant, renket, ha luziet (e kompozadur) "E" termenadur eus ar vuhez n’eo ket ken kemplus hag all (pe a seblant bezañ) ; ar vuhez a zo met ur stad eus an entropiezh, ur stad urzh, ur stad kemplusded. Evel chema, e vefe ar vuhez eus ur stad live 3 d’an nebeutañ, a-raok dizurzh al live 2, graet gant al lezennoù fizikel eus renk 1. Evit an entropiezh on eus ur "krouidigezh urzh dre an urzh", hag evit ar biologiezh "un danvez diazezet war ar c’harbon" (berr-ha-berr). Selloù disheñvel, ar vuhez a chom heñvel memestra ; ha ne vefe ket dibosupl e kenglotfe an termenadurioù mañ en dazont.