C'hione ( Χιονη, «erc'h» e gregach) a zo anv teir doueez a eil renk e mojennoù Hellaz kozh.

Kaset he mab da vartolod kemmañ

Kousket a reas gant Poseidon ha genel a reas o mab Eumolpos war-lerc'h. Skeiñ a reas ar mab-se er mor, gant aon rak konnar he zad-hi. Poseidon avat a saveteas ar mabig hag en fizias en ur verc'h da Amfitrite.

Hervez Claudius Aelianus (De Natura Animalium), e oa ivez mamm an Hiperboreaned, ha Boreas e oa o zad.

Ur fougaserez kemmañ

  • Ur C'hione arall, ur goantenn a blac'h, a oa merc'h da z-Daidalion. Ken koant e oa ma sot an holl zoueed ganti.

Ma c'hanas daou vab en ur c'hofad: unan a oa Filammon, a oa mab da Apollon, hag egile a oa Aotolikos, a oa mab da Hermes. Ha C'hione vrell da fougeal e oa bet karet gant daou zoue, ha krediñ tostaat he c'hened ouzh hini Artemis, hag ober goap ouzh an doueez chomet gwerc'h. Met an doueez, droug enni o welout kement a fouge e C'hione, a reas dezhi paouez gant hec'h ardoù: ur saezhad dezhi en he zeod, ken e varvas diwar-lerc'h, ha peoc'h ganti.

An tad en em lazhas gant ar glac'har oc'h en em deurel diwar lein menez Parnassos; troet e voe e falc'hun gant Apollon.

Unan all c'hoazh kemmañ

Ur C'hione arall c'hoazh a oa un naiadenn merc'h Kalliroe hag an doue-stêr Neilos. Gwallet e voe gant ur c'houer. Zeus a gemeras truez outi hag he c'hasas d'ar c'houmoul. Alese e taol erc'h war dezerzhioù kras Egipt.

Anv kemmañ

Tostaat a c'haller anv C'hione ouzh hini Gwennerc'h e mojennoù all.

Bevoniezh kemmañ

E bevoniezh:

  1. Chione zo ur plant eus ar c'herentiad Rubiaceae.
  2. Chione zo ur grogenn eus ar c'herentiad Veneridae.


Skridoù-orin kemmañ

  • Ovidius, Metamorfozoù (XI, 302-328).


Levrioù kemmañ

  • M. Grant & J. Hazel, Who's Who in Classical Mythology, David McKay & Co Inc, 1979
  • Joël Schmidt, Dictionnaire de la mythologie grecque et romaine, Librairie Larousse, coll. « Références Larousse », France, 1990 (3 éd. 1985).