C'honsou, « ar Beajer », eo doue al Loar e mitologiezh Henegipt.

An doue C'honsou e Templ C'honsou e Karnak

En deroù e oa un doue eus al Loar a stourme a-enep nerzhioù an deñvalijenn gant ar faraon.
Diwezhatoc'h e teuas da vezañ ezel eus Triadenn Teba, evel mab an doue Amon hag an doueez Mout, ma oa un doue eus an dial reizhwir.

Taolennet e vez dindan neuz un den yaouank pe ur bugel, gantañ ur blezenn ouzh e benn, evel bugale ar rouaned pe an doueed (gwelet da skouer Harpokrates), ur valzamegenn pe un doue penn ur falc'hun dezhañ, kant al loar gantañ war e benn a-us d'ur c'hresk Loar.
Diwezhatoc'h e teuas da vezañ un doue pareer a oa « C'honsou ar C'huzulier » e anv.

Aa1
N35
O34
M23G45G7
A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg