E gwengelouriezh Iwerzhon ez eo Kouc'houlin pe Cú Chulainn (distaget ['kuː'xulin]) haroz pennañ Táin Bó Cuailnge (Skrapadeg saout Cuailnge), ar veurgan bouezusañ eus Kelc'hiad Ulad. Mab e oa Kouc'houlin da Deic'htine, c'hoar ar roue Conchúr mac Neasa, ha d’an doue Lugh, pe da Deic'htine ha Sualtam, he fried.
Setanta e oa e anv pa oa bugel, ha dont a reas da vezañ anvet Cú Chulainn (ki Culann), d'an oad a bemp bloaz, pa voe lazhet gantañ ki ar gov Culann a oa o tiwall an ti. Kinnig a reas ar paotrig kemer plas ar c'hi lazhet da c'hortoz ma vije desavet ur c'hi-porzh all.

Sétanta o paouez lazhañ ki Culann, skeudenn gant Stephen Reid, eus 1904.

D'an oad a seitek vloaz e tifenn Bro-Ouladh e-unan a-enep armeoù Medb, rouanez Konnac'ht, er veurzanevell Táin Bó Cuailnge. Diouganiñ a reas an drouiz Cathbad en doa ar choaz etre gounit dre e gurioù ur vrud hag a badfe da viken, met kaout ur vuhez verr, hag a-hend-all bevañ ur vuhez hir ha diglod. Abalamour da se e vez keñveriet ouzh an haroz akean Akilles. Anavezet eo evit mont en arfleu en un doare spontus en emgann, ur stad anvet ar ríastrad en iwerzhoneg,[1] a laka anezhañ da zont da vezañ un euzhvil dianavezadus na laka ket kemm ken etre mignoned hag enebourien. En em gannañ a ra diwar e garr, bleinet gant e doucher feal Laeg, ha stlejet gant e gezeg, Liath Macha ha Dub Sainglend.


Notennoù kemmañ

  1. "the act of contorting, a distortion". Dictionary of the Irish Language Compact Edition, Royal Irish Academy, Dulenn, 1990, p. 507