Ar CZ 75 zo ur bistolenn damaotomatek produet abaoe 1975 gant an embregerezh tchek Česká Zbrojovka. Awenet eo he gwikefre gant hini ar Browning Hi-Power. Implijet e vez gant ar polis e Tchekia, Turkia hag e lec'hioù zo e Stadoù-Unanet Amerika. Priziet eo ivez gant an dennerien-sport abalamour dezhi da vezañ resis-tre ha sasun. Ar pistolennoù Tanfoglio TA 95 italian ha Jericho 941 israelat zo awenet ganti.

CZ 75
Skeudenn ar pennad CZ 75

CZ 75
Kinnig
Bro Banniel Tchekia Tchekia
Mont en-dro Pistolenn damaotomatek daou-ober
Munisionoù 9 mm Parabellum (da gentañ), .40 S&W
Produer Česká zbrojovka a.s.
Mare implij Abaoe 1975
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 1 kg
Mas (karget) 1,180 kg
Hirder 206 mm
Hirder ar c'hanol 120 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 25 m
Endalc'h 15 kartouchenn (stumm orin)
Adstummoù Gwelet en destenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Gwikefre kemmañ

Stummoù disheñvel a gaver :[1]

  • platinenn daou ober ha sistem dizarmiñ war ar CZ 75 BD, ar CZ 75 BD compact hag ar CZ 75 P01 (reoliek er polis tchek abaoe 2001).
  • platinenn daou ober nemetken, sistem dizarmiñ aotomatek ha morzhol damguzh war ar CZ 75 DAO ha 2075 RAMI.
  • platinenn un ober ha sistem surentez dre zorn war ar CZ 75 SA implijet er sportoù tennañ dreist-holl.
  • tenn aotomatek war ar CZ 75 automatic (war-dro 1000 tenn / munutenn).
  • gwikefre azasaet d'an dehoùidi koulz ha d'ar gleizidi war ar CZ 85.

Kalibr kemmañ

Kambret e oa ar CZ 75 e 9 mm Parabellum da gentañ. Ur stumm e .40 S&W a gaver ivez. Endalc'h ar c'harger a zo :

  • 15 tenn e 9 mm Parabellum evit ar stummoù kentañ ;
  • 16 tenn e 9 mm Parabellum evit ar stummoù nevesañ ;
  • 12 tenn e .40 S&W ;
  • 10 tenn en armoù gwerzhet e SUA er bloavezhioù 1990 ;
  • 18+1 tenn er CZ 75 SP01 Shadow 9 mm Parabellum savet evit ar sportoù tennañ IPSC, an tennañ-tizh hag an TAR (Tennañ gant Armoù Reoliek).

Daveennoù kemmañ

  1. Pajenn ar CZ 75 war lec'hienn ar produer (lennet d'ar 24/01/2024) (saozneg)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan