Cambria
- Gant ar ger «Cambria» e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Cambria (disheñvelout).
Cambria eo an anv latin roet da Gembre, a zo Cymru e kembraeg.
Ne oa ket eus ar ger er marevezh roman, pa ne oa ket eus Kembre c'hoazh. Goveliet e voe ar ger er Grennamzer, goude donedigezh ar Saozon da Enez Vreizh, d'ober ar c'hemm etre ar rouantelezhioù angl ha saoz hag ar broioù meneziek ma oa Kelted disuj.