Caol Ila zo anv ur strilherezh e-kichen Port Asgaig en enez Ìle (Islay e saozneg), e Bro-Skos. Brudet eo he wiski single malt Scotch, a zo anvet Caol Ila ivez.

Strilherezh Caol Ila
Boutailhadoù Caol Ila: 12 pe 18 vloaz, 43% ABV.

Istor kemmañ

Caol Ila (evit Caol Ìle) zo bet diazezet e 1846 gant Hector Henderson. N'eas ket mat ar stal, gwerzhet e voe e 1854 ha prenet gant Norman Buchanan, perc'henn strilherezh an Isle of Jura Single Malt en enez Diùra.

E 1863 e voe prenet gant Bulloch Lade & Co, eus Glasgow, marc'hadourien wiski. War-dro 1880 e veze graet tremen 147,000 gallon wiski bep bloaz.

E 1920 e voe divodet Bulloch Lade ha savet ar c'h-Caol Ila Distillery Company Ltd. A-benn 1927 e oa dalc'het an darn vrasañ eus lodennoù ar gompagnunezh gant Distillers Company Limited, hag e 1930 eo ar Scottish Malt Distillers Ltd a brenas an holl lodennoù. Serret e voe ar stal adalek 1941 betek 1945, abalamour ma oa berr an heiz gant al lambigerien e-pad ar brezel.

Perc'hennet eo hiziv gant Diageo, ur gompagnunezh vras hag a zo perc'henn ivez war stalioù wiski eus ar re wellañ (Talisker), en enez zoken (Lagavulin), ha war stalioù bier en Iwerzhon (Guinness, Smithwicks, Harp).

An died kemmañ

Caol Ila zo unan eus ar skañvañ wiskioù aozet en enezenn: sklaer eo al liv, skañv eo blaz an taouarc'h, kreñvoc'hik hini ar bleuñv hag ar pebr.

Caol Ila an hini a vez implijet ivez da aozañ ar meskajoù Johnnie Walker ha Black Bottle.

Liammoù kemmañ