Capel Celyn (distagadur) a oa ur gêriadenn en hanternoz Kembre, e-kichen Y Bala, hag a voe beuzet e 1965 pa voe savet ur stankell war an Afon Tryweryn ha krouet ul lennad da bourchas dour da annezidi Liverpool.

Pennkefioù e Capel Celyn pa oa izel live an dour el lenn, e 2006

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

A-raok bezañ beuzet e oa annezet gant un ugent bennak a familhoù labourerien-douar hag a oa o vevañ en ur gumuniezh hollgembraek he yezh hag he sevenadur[1].

Daoust da enebiezh kreñv annezidi Capel Celyn hag ur bern tud er vro a-bezh[2] e voe kaset ar chanter war-raok ha beuzet ar gêriadenn. Kement-se a roas arguzennoù d’an dud a embanne ne c’halle Kembreiz ober netra dirak galloud kreiz Londrez hag a roas nerzh da emsav ar vrogarourien.
En amzer-se e voe krouet Mudiad Amddiffyn Cymru ("Luskad evit Difenn Kembre"), ur strollad hag a lakae bombezennoù da darzhañ e Kembre er bloavezhioù 1960. D'an 10 a viz C'hwevrer 1963 e voe un darzhadenn e chanter ar stankell hag un den a voe harzet da-heul, Emyr Llywelyn e anv, hag a voe kondaonet d’ur bloavezh toull-bac’h.

D'an 19 a viz Here 2005, tremen 50 vloaz war-lerc'h, e voe embannet gant kuzul-kêr Liverpool en doa keuz rak an darvoud-se hag e c'houlenne bezañ pardonet gant annezidi ar gêriadenn ha gant Kembreiz dre vras.

Oriel kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. "Pleidiol wyf i’m gwlad" - materion gwleidyddol ac economaidd yng Nghymru yn yr 1960au a’r 1970au.
  2. 35 kannad diwar ar 36 a oa e Kembre d’ar c’houlz-se a savas o mouezh a-enep beuziñ ar gêriadenn.