Caracalla (4 a viz Ebrel 186 - 8 a viz Ebrel 217), anvet Septimius Bassianus da gentañ, ha Marcus Aurelius Severus Antoninus Augustus goude, a voe impalaer roman eus 211 da 217, war-lerc'h e dad Septimius Severus[1] Bez' e voe unan eus an Impalaerien roman ar muiañ troet da drelatiñ.[2],[3].

Caracalla, penn ha bruched (Mirdi al Louvre)

E zarempredoù gant e vreur kemmañ

Darvoudoù meur e ren kemmañ

E 198 e voe anvet Caracalla da Augustus, evel e dad, da lavarout eo da genimpalaer ; e 209 e voe anvet e vreur Geta da Augustus ivez.

Sed a c'hoarvezas e-kerzh e ren:

  • savidigezh Constitutio Antoniniana, a roe ar geodedouriezh d'an dud disklav en impalaeriezh evit kreskiñ an arc'hant dastumet gant an tailhoù;
  • bihanaat ar c'hementad arc'hant er pezhioù moneiz roman (eus 25%) evit paeañ al lejionoù;
  • savidigezh ur pezh kibelldi e-maez kêr Roma, a c'haller gwelout an dismantroù anezhañ hiziv c'hoazh.

E varv kemmañ

Caracalla a zeuas da vezañ un tirant a sachas war e gein kasoni ar bobl, hogen karet gant e soudarded.

P'edo o vont a Édesse da Parthia da vrezeliñ e voe lazhet e-kichen Harran d'an 8 a viz Ebrel 217, gant Martialis a roas un taol kleze dezhañ. Ar prefed Macrinus, a oa diskred en doa aozet ar muntr (gant gwir abeg), a renas war e lerc'h.

Devet e voe korf Caracalla ha lakaet e ludu e Mausoleon Hadrian.

En Istor Breizh kemmañ

En Historia Regum Britanniae ar C'hembread Jafrez Menoe[4] eo meneget e anv, el levrenn V, evel Bassianus, ha Breizhadez e vije e vamm, pa oa Romanez hini e vreur.

Notennoù kemmañ

  1. "Caracalla" The New Zealand Oxford Dictionary. Tony Deverson. Oxford University Press 2004. Oxford Reference Online. Oxford University Press.
  2. "Caracalla" A Dictionary of British History. Ed. John Cannon. Oxford University Press, 2001. Oxford Reference Online. Oxford University Press.
  3. "Caracalla" World Encyclopedia. Philip's, 2005. Oxford Reference Online. Oxford University Press.
  4. Troidigezh ar skrid e saozneg: http://www.yorku.ca/inpar/geoffrey_thompson.pdf.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diavaez kemmañ

  • Life of Caracalla (Historia Augusta at LacusCurtius: Latin text and English translation)
En e raok 
Septimius Severus
Impalaer Roman
198 – 217
a-gevret gant
Septimius Severus (198 – 211)
ha
Geta (209 – 211)
War e lerc'h
Macrinus
En e raok 
Septimius Severus
Dinastiezh Severus
198 – 209 a-gevret gant Septimius Severus
209 – 211 a-gevret gant Septimius Severus ha Geta
C'hwe – Kerzu 211 a-gevret gant Geta
Kerzu 211 – 217 e-unan
War e lerc'h
Elagabalus
En e raok 
Geta
Rouaned vojennel Enez Vreizh War e lerc'h
Interregnum
-
Carausius