Caradoc Freichfras (Caradoc kreñv e vrec'h) a voe un hendad damvojennel a dierned Gwent en defe renet er Vvet pe er VIvet kantved. Menneget eo en Danvez Breizh evel Penntiern Caradoc, ur mac'heg ag an Daol Grenn.

Caradoc en istor kemmañ

Displann eo an andonioù war-divout buhez Caradoc. Droukvesket eo bet get ar gouron Preden anvet Caratacos, get Cerdic a Wessex ha get penndud istorel all. Er mabinogion eo menneget evel mab da Llŷr Marini (marsen ar gouron Llŷr).

Istorourion a zo a wel Caradoc Freichfras evel an den istorel anvet Caradoc ap Ynyr, penntiern Gwent d'ar VIvet kantved, staliet e Caerwent. E anv a zo bet roet dezhañ en eñvor penntiern Caratacos hag a oa anavet mat pemp kantved diwezhatoc'h c'hoazh.

Caradoc er mojennoù kemmañ

Kemer a ra perzh e avanturioù mojenn Arzhur dindan an anv a Garados Briefbras.

N'eo ket sklaer e beurheñvelder hag ar mojennoù war e zivout a vez dislavarus alies. Map Ynyr Gwent e vefe bet ha gallout a ra bout an hevelep den ha Caradoc Hen er mojennoù breizhat.

Dalc'het en defe tirioù e Breizh hag ur roue a Bro-Erec a lavarer anezhañ. E Naoned e vije bet e lez hervez lod met ur gammgemeradenn eo moarvat rak ar gêr ma oa kreizennet e zamani (Caerwent) a veze anvet Caernant ivez.


En e raok:
Iddon
Roue Gwent
 )

war-dro 470
War e lerc'h:
Meurig ap Caradog