Kastell Sant'Angelo

mirdi italian
(Adkaset eus Castel Sant'Angelo)

Kastell Sant'Angelo (Castel Sant'Angelo en italianeg) zo ur monumant brudet e Roma. Meur a anv all en deus : Mole Adrianorum ha Castellum Crescentii e latin (XvetXIIvet kantved), ha Mausoleo di Adriano en italianeg.

Ar c'hastell gant Francesco Guardi, war-dro 1785[1]

War lez ar stêr Tevere emañ, dirak ar pons Aelius kozh, hiziv ponte Sant'Angelo, nepell diouzh ar Vatikan, e rione ar Borgo.

Istor kemmañ

Er bloaz 125 e tivizas an impalaer roman Hadrian sevel ur bez-meur war lez dehou an Tevere, p'emañ hini Augustus war al lez kleiz. Echuet e voe gant Antoninus e 139 ha lakaet e voe ludu Hadrian e-barzh. Caracalla eo an impalaer diwezhañ a voe beziet eno.

Buan e teuas da vout ur c'hreñvlec'h. Ul lodenn eus moger Aurelianus e oa e 403. Pa zeuas ar Got Witiges da arsailhat Roma e 537 e voe difennet ar c'hastell gant soudarded a daole delwennoù arem.

Er bloaz 547, gant Totila, e teuas da vout ul lodenn eus ar framm-difenn a ziwalle al lez dehou ; neuze e teuas ar c'harter da vout anvet Borgo.

Dont a ra anv ar c'hastell eus ur vojenn skignet adal an IXvet kantved diwar-benn ur vosenn en amzer ar pab Gregor Iañ, a renas adalek 590 betek 604.

Ar pab Paol III (ren :1503-1513) a reas ur palez eus ar c'hreñvlec'h.

Notennoù ha daveennoù kemmañ