Castilla de Oro, pe del Oro, pe Kastilha (an) Aour e brezhoneg, zo un anv roet gant an drevadennerien spagnol e deroù ar XVIvet kantved da zouaroù zo eus Kreizamerika ha da norzh Suamerika adalek Pleg-mor Urabá (er c'huzh-heol da Golombia, betek ar río Belén, war lez ar vro anvet Veragua, a oa bec'h diwar he fenn etre ar Gurunenn spagnol ha tiegezh Colón. An anv Castilla de Oro a voe deroet e miz Mae 1513, gant ar roue Fernando II Aragon, rejant Kurunenn Kastilha d'an ampoent.

Castilla del Oro, en ur gartenn eus ar XVIvet kantved.
Castilla de Oro, er c'hreisteiz da Dugelezh Veragua

Pa voe dizoloet ar Meurvor Habask gant Vasco Núñez de Balboa e kreskas tachenn Castilla del Oro, ha staget outi e voe aodoù kornôk Panamá, Costa Rica ha Nicaragua.

En 1527 e voe krouet proviñs Nicaragua, a oa enni Nicaragua hiriv ha ledenez Nicoya, ha bihanaet e voe tachenn Castilla de Oro. En 1537, goude echuet ar pleitos colombinos, e oa div rann anezhi, hag etreze Dugelezh Veragua.

Er rann gornôk, er c'huzh-heol d'an dugelezh, a zo hiziv arvor kornôk Panamá ha Costa Rica, a voe staget en 1540 ouzh ar Veragua real (an douaroù a chome eus ar Veragua gozh), evit ober Proviñs Nuevo Cartago y Costa Rica.


Gouarnourien (1514–1540) kemmañ

Pennadoù kar kemmañ