Caterina Visconti (1360-1404)

Caterina Visconti (Milano 1362[1]-1404 Monza), a oa ur briñsez italian eus an tiegezh Visconti hag a renas e kêr vMilano adalek 1277 betek 1447.

Merc'h e oa da Bernabò Visconti, ha da Beatrice della Scala. Dimezet e voe d'he c'henderv Gian Galeazzo Visconti (1351-1402), kentañ dug Milano, intañv goude marv e bried kentañ. He daou vab Gian Maria Visconti ha Filippo Maria Visconti, a voe duged an eil war-lerc'h egile goude marv o zad.

Rejantez Milano e voe goude marv he fried, eus 1402 da 1404, evit he mab Gian Maria Visconti (1388-1412). Nemet Gian Maria a grede e trubarderezh e vamm, lakaet en e spered gant ar c'h-condottiero Facino Cane, ha bac'hañ a reas anezhi e kastell Monza, ma voe kontammet e 1404.

He mibien kemmañ

Tri bugel he doa bet gant Gian Galeazzo

Notennoù kemmañ

  1. Bloavezh diasur. Etre 1360 ha 1362.