Cayetano Ripoll, pe Gaietà Ripoll i Pla e katalaneg, ganet e 1778 e Solsona (proviñs Lleida) ha marvet e 1826 e Valencia, a oa ur mestr-skol eus Russafa a voe diwezhañ den kondaonet d'ar marv gant an Inkizision spagnol, e miz Gouhere 1826 ha kaset d'ar groug abalamour ma ne grede ket en dogmoù katolik ha ma kelenne kement-se e-pad an Dècada Ominosa (1823-1833) e dibenn ren Fernando VII, pa oa deuet e c'halloud da vac'homañ ar frankizioù.

Gaietà Ripoll a oa bet o stourm a-enep ar C'hallaoued e-pad Brezel Dizalc'hted Spagn, hag e 1810 e voe prizoniet ha kaset da Vro-C'hall ma tarempredas peoc'helourien (quakers) ha frankveizourien c'hall. E 1814 e tistroas d'e vro hag e servijas er Milícia Nacional ken na voe disoudardet e 1823.

E penn an Iliz katolik, e Valencia, pe gentoc'h e penn "Las Juntas de Fe de la Inquisición", e oa ar chaloni Josep Maria Despujol, hag a gondaonas Cayetano Ripoll evel disivouder ha frañmason dre ma ne gelenne ket ar gelennadurezh kristen d'ar vugale.
Harzet e voe e 1824, ha daou vloaz a dremenas er vac'h kent bezañ barnet ha kondaonet da vervel dre an tan. Daoust da se, d'an 31 a viz Gouhere 1826, e voe kaset d'ar groug, pintet war ur varrikenn, ma oa bet livet flammoù, "dre vadelezh". Lakaet e voe e gorf er varrikenn ha kaset da forn-leskiñ an Inkizision stok ouzh ar pont Sant Josep a zo dreist ar stêr Túria. Eno e voe devet e gorf. Hervez mammennoù all e voe lakaet e gorf en ur varikenn livet gant flamennoù ha lakaet en un douar nann santel, pell diouzh ar vered.

Goude se ne voe ket lazhet den ebet ken gant an Inkizision. Se zo kaoz e vez lavaret ez eo an den diwezhañ lazhet gant an Inkizision.

Trouz a savas en Europa a-bezh, e-touez izili eus kuzul ar roue zoken, hag erbedet e voe d'ar roue Fernando VII chom e-maez an afer.

E 1835 e oa intañvez Ferdinando VII, ar rejantez Maria Cristina, o ren, ha sinañ a reas, da enebiñ ouzh ar garlouriezh, an Urzh Roueel da zivodañ ar "Juntes de Fe" ha gant an urzh-se e voe peurechu gant an Inkizision.

E kêr València ez eus ul leurgêr blijus anvet "mestre Ripoll", hep displegadur diwar-benn Cayetano Ripoll avat.

Lennegezh kemmañ

Romant katalanek, diazezet war vuhez Gaietà Ripoll i Pla.