Cerdanya (hervez an anv katalanek, Ceritania e latin), Cerdaña e spagnoleg, Cerdagne e galleg ha Cerdanha en okitaneg, zo un draoñienn e reter ar Pireneoù hag ur vroig istorel eus Katalonia, dezhi ur gorread a 1086,07 km², rannet etre Spagn ha Bro-C'hall : 50,3 % eus ar gorread a zo gant Spagn, ha 49,7 % gant Bro-C'hall.

Ardamezioù Cerdanya
Ar gwel eus Tosa d'Alp. E-kreiz ar skeudenn emañ Puigcerdà, etre ar stêrioù Segre (a-zehou) ha Querol (a-gleiz), gant menez Carlit (2 921 m) en a-dreñv.
Ar menez Puigmal gwelet eus Guils de Cerdanya.

Istor kemmañ

Betek 1375 e oa unan eus kontelezhioù Katalonia hag a voe staget neuze ouzh rouantelezh Aragon, a emunanas gant rouantelezh Kastilha d'ober rouantelezh Spagn.

E 1659, dre Feur-emglev ar Pireneoù, e voe rannet Cerdanya etre rouantelezhioù Spagn ha Bro-C'hall.

Emañ bepred al lodenn norzh (Alta Cerdanya) e-barzh ar Republik C'hall (26 kumun), tra m'emañ al lodenn greisteiz (Baixa Cerdanya) e kumuniezh emren Katalonia, e Spagn, ul lodenn anezhi e proviñs Lleida, ar peurrest e proviñs Girona.

Douaroniezh kemmañ

Un draoñienn ledan eo Cerdanya, ma red ar Segre, unan eus adstêrioù an Ebre.

Puigcerdà gant 8 802 a dud, war lez an harzoù, tre dirak Guingueta d'Ix, en tu all, 1 311 a dud, a ya d'ober ar bodad kêrioù brasañ. Stag ouzh stad Spagn eo kêr Llívia ivez daoust m'emañ enklozet e-kreiz kumunioù gall.

Ar menezioù uhelañ eo

Poblañs kemmañ

26 500 a dud a oa e 2001. Gant 24 annezad dre km² eo ar c'hornad nebeutañ tudet en Europa ar c'hornôg. 53,4 % e Baixa Cerdania (Spagn) ha 46,6 % en Alta Cerdanya ( Bro-C'hall).

Gwelout kemmañ

Pep a bennad zo diwar-benn div rann Cerdanya

Liamm diavaez kemmañ