Charles Lucien Bonaparte

Charles Lucien Jules Laurent Bonaparte, anavazet gwelloc'h evel Charles-Lucien Bonaparte (1803 e Pariz -1857 e Pariz) a oa ur priñs gall hag un evnoniour a bouez. Dimezet e oa d'e geniterv Zénaïde Bonaparte.

Charles Lucien Bonaparte

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn:

E vuhez kemmañ

Mab henañ Luciano Buonaparte (1775-1840) hag e eil pried Alexandrine de Bleschamp (1778-1855) e oa. E dad a oa breur da Napoleone Buonaparte, a oa impalaer Bro-C'hall. Dizemglev a oa bet etre e dad hag an impalaer met e 1815 e voe plaenaet an traoù, hag anvet e voe da briñs an Impalaeriezh.

E 1804 ez eas an tiegezh da Roma da c'houlenn gwarez digant ar pab Pi VII. E 1810, pa'z eas da fall an darempredoù etre ar pab ha Napoleon, e klaskas tec'hel da Stadoù-Unanet Amerika met tapet e voe an tiegezh gant ar Royal Navy er Mor Kreizdouar ha dalc'het e Bro-Saoz betek diskar Napoleon en 1814. Neuze e tistroas da Stadoù ar Pab.

E 1822 e timezas da Zénaïde Bonaparte, merc'h da Giuseppe Buonaparte, a oa bet Roue Spagn, ha da Julie Clary. Gant e wreg hag e dad-kaer ez eas d'ar Stadoù-Unanet, hag ur pennad e voe o chom e Philadelphia e 1823, ha goude e Bordentown, New Jersey.

E 1854 e teuas da vout rener ar Jardin des plantes de Paris. E 1855 e voe anvet da ezel Akademiezh roueel skiantoù Sveden.

Listenn al laboused studiet gantañ kemmañ

Kerentiadoù kemmañ

Genadoù kemmañ

Spesadoù kemmañ

  • A
Accipiter cooperii ha trinotatus, Aegotheles crinifrons, Alectroenas sganzini, Alethe diademata, Anodorhynchus leari, Ardeola bacchus,
Calidris himantopus (Sourouc'han skasek), Campephilus pollens, Cardinalis phoeniceus ha sinuatus, Cassiculus melanicterus, Catharus mexicanus, Centrocercus urophasianus (skilgog-avron), Cyanocompsa parellina, Cyanopica cooki,
  • D
Delichon dasypus, Dendrocopos analis ha spodocephalus,
  • E
Eos cyanogenia ha semilarvata, Eurocephalus ruppelli,
Garrulus lidthi (Kegin Lidth), Glaucidium jardinii, Granatellus sallaei ha venustus,
Melitograis gilolensis, Meropogon forsteni (gwespetaer Sulawesi),
  • N
Ninox jacquinoti, philippensis, squamipila ha theomacha,
Passerina versicolor, Peneothello pulverulenta, Phyllastrephus icterinus, Picumnus rufiventris, Pogoniulus scolopaceus, Prionops caniceps ha rufiventris, Pyrilia pyrilia,
Sayornis saya, Scotopelia peli, Strix albitarsis,
  • T
Treron axillaris ha griseicauda, Trichoglossus forsteni ha rubiginosus, Turdus grayi, mandarinus, pelios ha smithi,

Oberennoù kemmañ

Un toullad mat a levrioù a voe embannet gantañ.

Notennoù ha daveennoù kemmañ