Charlez Gwennou (François Charles Marie Guennou e marilh ar boblañs), ganet d'ar 14 a viz Mae 1851 e Lezardrev ha marvet d'ar 7 a viz C'hwevrer 1915 e Vitry-sur-Seine, a oa ur Breizhad aet da vevañ da gorn-bro Pariz.

Charlez Gwennou
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanCharles Kemmañ
Deiziad ganedigezh14 Mae 1851 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLezardrev Kemmañ
Deiziad ar marv7 C'hwe 1915 Kemmañ
Lec'h ar marvVitry-sur-Seine Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg, brezhoneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Micherbarzh, skrivagner Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ

Mab e oa da Erwan Gwennou, maltouter, ha da vMari-Jann ar C'holen. Labourat a reas evit an hentoù-houarn du-hont met kelenn brezhoneg a reas ivez da Vretoned Pariz ha skrivañ e-leizh a bennadoù e kelaouennoù evel Kroaz ar Vretoned, Ar Vro, L'Hermine. Gantañ e voe adaozet mister kozh Buhez Santez Trifina, war c'houlenn Frañsez Jaffrennou.

Oberennoù kemmañ

  • Santez Trifina hag ar Roue Arzur, mister e pemp arvest, dibabet e meur a skrid koz, kempennet, nevezaet ha skrivet e rimou brezounek gant Ch. Gwennou, Montroulez, 1899.

Troidigezhioù kemmañ