Cheux

kumun Bro-C'hall

Kumunioù Bro-C'hall
Anv Cheux
Skoed
Lec'hiadur Cheux e Kanton Tilly-sur-Seulles hag en Arondisamant Caen
Riez Bro-C'hall Bro-C'hall
Rannvro Normandi
Departamant Calvados
Bro hengounel Bessin
Arondisamant Caen
Etrekumuniezh Communauté de communes entre Thue et Mue
Kanton Tilly-sur-Seulles
Kod INSEE 14157
Kod post 14210
Maer Serge Calmels (digostezenn)
Amzer-gefridi 2008-2014
Gorread 14,38 km²
Led 49° 10' 01" Norzh
Hed 00° 31' 29" Kornôg
Uhelder kreiz 60 m
Uhelder bihanañ 62 m
Uhelder brasañ 119 m
Poblañs hep kontoù doubl 1 267 (2010)
Stankter 88 a./km²
Lec'hienn ar gumun Cheux

Cheux a oa ur gumun eus Bro-C'hall e departamant Calvados e Normandi.

Bodet e oa d'ar 1 a viz Genver 2017 gant pemp kumun all d'ober ur gumun nevez: Thue-et-Mue.

Istor kemmañ

XXvet kantved kemmañ

Eil brezel-bed: lazhet e voe unnek den nann-soudard e Cheux etre an 8 hag an 11 a viz Even 1944 e-pad Aloubadeg Normandi, unan anezhe gant an Alamaned, ar re all gant tennoù kanol ha bombezadegoù[1]; dieubet e voe ar gumun d'an 26 a viz Even 1944 gant Skosiz 2vet Batailhon ar Glasgow Highlanders (15th Scottish Division) en emgannoù start ouzh SSed Panzergrenadier [2].

Monumantoù ha traoù heverk kemmañ

  • Iliz katolik Saint Vigor, XIIvet-XIIIvet-XIXvet kantved, adkempennet goude an Eil brezel-bed[3].

Bered ar C'hommonwealth: Saint-Manvieu War Cemetery kemmañ

Bro Niver a soudarded
  Aostralia 1
  Kanada 3
  Rouantelezh-Unanet 1 574
Dianav (Commonwealth) 49
  Alamagn 555
Hollad 2 182

Ur vered eus an Eil brezel-bed eo. An darn vrasañ eus ar soudarded douaret enni a varvas etre hanter miz Even ha dibenn miz Gouere 1944 e-pad Dilestradeg Normandi er vro etre Tilly-sur-Seulles ha Caen. Ul lodenn vat eus milourion ar Rouantelezh-Unanet beziet er vered a oa Skosiz[4],[5].

Douaroniezh kemmañ

Emdroadur ar boblañs 1962-2010 kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh kemmañ

Tud kemmañ

  • Yves Jacob, skrivagnour, a orin eus Dinan.

Gevelliñ kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveoù kemmañ

  1. Mémorial des victimes civiles en Normandie
  2. Normandie 44 - la Mémoire
  3. Clochers de France
  4. In Memories
  5. Commonwealth War Graves Commission