Chimborazo
Chimborazo
Beg ar Chimborazo eo al lec'h pellañ diouzh kreiz an Douar.
Anv er vro Chimborazo
Douaroniezh
Chimborazo
Uhelder 6 263,47 metr
Ledred 1.469°S
Hedred 78.817°W
Melestradurezh
Bro Banniel Ecuador Ecuador
Isrann Proviñs Chimborazo
Geologiezh
Oad marevezh Paleogenel[1]
Mein Andesite, andesit basaltek, dakit, riolit
Seurt menez-tan gweleadek
Tarzhadenn diwezhañ 550 ± 150 vloaz[2]


Ar Chimborazo (distaget [tʃimboˈɾaso] e spagnoleg Ecuador) a zo ur menez-tan gweleadek, en Andoù, en Amerika ar Su. Ur menez-tan kousket eo hag e zislonkadenn diwezhañ a oa c'hoarvezet e-tro ar bloaz 550 war a greder. Menez uhelañ Bro-Ecuador eo, gant e 6 268 m, ha dre m'emañ tost d'ar C'heheder, ha dre ma'z eo kofekoc'h an Douar dre eno, eo ar menez ar pellañ e veg diouzh kreiz an Douar, daoust ma n'eo ket an hini uhelañ a-us da live ar mor. N'eo nemet an 39vet menez uhelañ en Andoù[3]. Evel an Everest ez eo brudet ar Chimborazo e-touez ar graperien menezioù. Ret eo bezañ barrek a-walc'h da bignat outañ, alies war skorn du, hag abalamour da se kraponoù ha akiperezh krapat high-tech a ranker da gaout.


Notennoù kemmañ

  1. Gomez, Nelson (1994), Atlas del Ecuador, Editorial Ediguias, ISBN 9978-89-009-2.
  2. "Chimborazo". Global Volcanism Program. Smithsonian Institution.
  3. List of mountains in the Andes, 2020-01-15, <https://en.wikipedia.org/w/index.php?title=List_of_mountains_in_the_Andes&oldid=935971238>. Retrieved on Patrom:Date 

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.