Claes Jansz Visscher

Claes Janszoon Visscher (1587 - 19 a viz Even 1652 en Amsterdam) a voe diazezer ur familh gwerzherien oberennoù arzoù, engraverien hag embregerien izelvroat. En holl e savas war-dro 120 tresadenn dopografek ha war-dro 200 tennadenn, en o zouez gweledvaoù ha skeudennoù kêrioù.

Nova Totius Terrarum Orbis Geographica Ac Hydrographica Tabula Autore, 1652

E vuhez kemmañ

Visscher a oa mab ar c'halvez-mor Jan Claes Visscher. Ne ouezer ket gant piv e testkas ar vicher, met diwar ar pezh a savas e soñjer e teskas gant David Vingboons. Enskrivet e voe evel engraver en Amsterdam e 1608, hag e 1611 e voe staliet e embregerezh „In de Visscher“ e anv, e Kalverstraat en Amsterdam. Betek penn-kentañ ar bloavezhioù 1620 e labouras Visscher evel treser hag engraver war gouevr. D'ar mare-se e veze implijet e gartennoù da glokaat re Willem Janszoon Blaeu, Harman Allertszoon van Warmenhuysen ha Pieter van den Keere.

E 1623, goude bezañ labouret war blakennoù Germania Inferior savet gant van den Keere en em stlias evel embreger ha kartennour. Labourat a reas dreist-holl war gartennoù an Izelvroioù ha re Alamagn. Un nebeud eus e gartennoù a voe implijet er Mercator-Hondius-Atlas.

Goude e varv e 1652 e kendalc'has e vab, Nicolaes Visscher I e anv, gant an embregerezh, hag a badas betek kreiz an 18vet kantved.

Levrlennadur kemmañ

  • Friedrich Wilhelm Heinrich Hollstein: Dutch and Flemish etchings, engravings and woodcuts: ca. 1450–1700, Band 38: Claes Jansz Visscher to Claes Claesz Visscher II (Nicolaes Visscher II), Amsterdam [u.a.] 1991, ISBN 90-72658-16-7, S. 7–252 – Werkverzeichnis
  • Tony Campbell: Claes Jansz. Visscher: a hundred maps described, Londrez, 1968

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.