Claude François, lesanvet « Cloclo », ganet d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1939 en Ismailia (Egipt) hag aet da Anaon d'an 11 a viz Meurzh 1978 e Pariz er 16vet arondisamant, a oa ur c'haner, dañser, soner ha produer sonerezh gall er bloavezhioù 1960 ha 1970.

Claude François e 1976

E-kerzh 15 vloaz eo bet unan eus an arzourien v(hall karetañ betek an deiz-ha-hizv. Meur a ganouenn gantañ zo chomet brudet mat, evel Belles ! Belles ! Belles !, Cette année-là, Le Lundi au soleil, Le téléphone pleure, Magnolias for Ever, Alexandrie Alexandra pe Comme d'habitude (My Way evit an doare saoznek) c'hoazh.

Marv kemmañ

Marvet eo Claude François d'an 11 a viz Meurzh 1978, da 14 eur 45, er gêr e Pariz, 46, boulevard Exelmans. Ar gazetenn Libération en doa titlet « Claude François : a volté. Le chanteur préféré des moins de dix ans s'est électrocuté dans sa salle de bains » (an droienn « a volté » zo ur c'hoari ger gant "votiñ" dre ma oa an dilennadegoù kannad da vezañ d'ar sul 12 a viz Meurzh)[1].

Ar re Claudettes kemmañ

Claudettes (pe Clodettes) e oa lesanv an dañserezed gant Claude François ; ar wech kentañ e oa bet da welet maouezed gwisket skañv war ar skinwel gall.

 
Claude François gant ar Claudettes

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Hervé Marchon, Libé. Les Meilleurs titres, Éditions de la Martinière, 2016, p. 87