Claudia de' Medici (Firenze, 04 Even 1604 - Innsbruck, 25 Kerzu 1648) a oa ur briñsez italian, anezhi navet merc'h Ferdinando I de' Medici ha Cristina di Lorena (c'hoar da Gosimo II de' Medici).

Claudia de’ Medici en intañvez, gant Frans Luycx (1635)
Poltred Claudia de' Medici gant Lorenzo Lippi (~1648)

E 1621 e oa 17 vloaz ar briñsez pa zimezas da Federico Ubaldo della Rovere, dug Urbino, hervez a oa bet prometet pevar bloaz a-raok. Ur verc'h o doe.

Mervel a reas Federico Ubaldo e 1623 gant ur barr drougsant, ha Claudia a zistroas da Firenze. Eno ez eas an intañvez 19 vloaz d'ur gouent.

Tri bloaz goude, e 1626, ec'h addimezas Claudia da arc'hdug Aostria, Leopold V Aostria-Tirol.

Bugale kemmañ

Gant Federico Ubaldo della Rovere
Gant Leopold V Aostria-Tirol